Yezhadur an esperanteg
Ar reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reolenn 1
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket 'met ur ger-mell strizh 'la'.
Digemm eo ar ger-mell strizh 'la' la libro = al levr la libroj = al levrioù N'eus ger-mell amstrizh ebet en esperanteg libro = ul levr libroj = levrioù
"La" a zo evit "al, an, ar". N'eus ket eus "ul, un, ur" en esperanteg.
Reolenn 2
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echuiñ a ra an holl anvioù-kadarn gant -o d.s. : patro (tad)
El liester ec'h ouzhpenner al lostger -j : patroj (tadoù) Al lostger -n a stager ouzh ar renadennoù eeun : patron, patrojn
Reolenn 3
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echuiñ a ra an holl anvioù-gwan gant -a d.s.: bona (mat)
Klotañ a ra an anvioù-gwan gant an anv-kadarn a-fet niver hag a-fet tro.
d. s. : bona patro, bonaj patroj, bonan patron, bonajn patrojn.
Reolenn 4
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digemm eo an niveroù pegementiñ.
0 nul 1 unu 2 du 3 tri 4 kvar 5 kvin 6 ses 7 sep 8 ok 9 naŭ 10 dek 100 cent 1000 mil
Evit kontañ : dek du : 12 (dek + du), met dudek : 20 (du + dek) dudek tri : 23 (du + dek + tri) dumil tricent kvardek kvin : 2345
Gallout a reer sevel anvioù-kadarn diwarno d.s. : nulo, unuo (unanenn), duo (douad), trio (triad) Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno d.s. : tria (trede), sesa (c'hwec'hvet)
Gant al lostger -on- e saver kevrennoù. duono (un hanter) Gant al lostger -op- e saver anvioù-stroll duopo (koublad), duope (daou-ha-daou) Gant al lostger -obl- e saver lieskementoù duobla (doubl, daougement) Gant an araogenn po e saver dasparzherioù po kvin (pep a 5)
Reolenn 5
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar raganvioù-gour a zo anezho :
mi (me) vi (te ha c'hwi) li (eñ) si (hi) gi ("eñ", "hi", evit al loened n'ouezer o reizh pe evit an traoù) si (an unan) ni (ni) ili ("int") oni (dibersonel) Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno : 'mia', 'via', 'lia'... 'e', 'he', 'o', a vez lavaret 'sia(j)' pa reont dave d'ar rener.
Reolenn 6
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizh eo ar verboù.
Ne gemmont nag a-fet gour, nag a-fet niver. Ne gemmont ket 'met evit an amzerioù. - al lostger -i a zo evit an anv-verb d.s. : fari (ober) - al lostger -as a zo evit an amzer-vremañ d.s. : mi faras, ili faras (me a ra, int a ra) - al lostger -is a zo evit an amzer-dremenet d.s. : mi promenis (me a bourmene) - al lostger -os a zo evit an amzer-da-zont d.s. : li vidos (eñ a welo)
- al lostger -us a zo evit an doare-divizout d.s. : si farus (hi a rafe/raje) - al lostger -u a zo evit an doare-gourc'hemenn d.s. : Kantu! (Kan !)
anvioù-gwan-verb gra : far-ant-a : oc'h ober (er mare-mañ) far-int-a : oc'h ober (en amzer dremenet) far-ont-a : oc'h ober (en amzer da zont)
anvioù-gwan-verb gouzañv : far-at-a : graet (er mare-mañ) far-it-a : graet (en amzer dremenet) far-ot-a : graet (en amzer da zont) N'eus ket 'met ur verb-skoazell 'esti' (bezañ) : d.s. : mi estas faranta. (emaon oc'h ober)
Reolenn 7
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lostger -e a zo d'an adverboù deveret d.s. : rapide (buan)
Digemm, nemet pa vezont implijet e-giz renadenn lec'h ha pa vez un dilec'hiadur pe un durc'hadur. Kemer a reont neuze « n » akuzativ an dilec'hiañ. d.s. : kuirejen amañ-dindan. (sellet ouzh ar Reolenn 13)
- Derez uheloc'h : li kuras pli rapide ol... : redek a ra buanoc'h eget...
- Derez uhel : li kuras plej rapide kuirejen : redek a ra ar buanañ (ar gwellañ) d'ar gegin.
N'o deus an adverboù nann-deveret lostger -e ebet. Sellet ouzh Adverboù ispisial an esperanteg
Reolenn 8
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an holl araogennoù e teu an nominativ.
Reolenn 9
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distaget e vez ar gerioù e-giz ma vezont skrivet ha skrivet e vezont e-giz ma vezont distaget.
Reolenn 10
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeiñ a ra an taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ atav.
d.s. : la'BO'ri ( labourat ), famil'I'o ( familh... )
Reolenn 11
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e vez ar gerioù kevrennek dre lakaat gerioù kichen-ha-kichen en ur lakaat ar bennrann diazez en dibenn.
d.s. : Birdokanto (Kan labous)
Reolenn 12
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eztaolet e vez ar stumm nac'h gant ur ger hepken.
'mi neniam fumas'. (Ne vutunan morse) ('mi neniam ne fumas' a vefe : butuniñ a ran atav)
Reolenn 13
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez gant al lostger -n evit merkañ an akuzativ.
d.s. : La kato rigardas la muson (Ar c'hazh a sell ouzh al logodenn) La muson rigardas la kato (Ouzh al logodenn e sell ar c'hazh) La kato saltas sur la tablon. (Ar c'hazh a lamm war an daol) Kien vi iras ? : (Da belec'h emaoc'h o vont ?) Esti antaue - esti supre... (Bezañ dirak - bezañ en nec'h) Iri antauen - iri supren... (Mont dirak - mont d'an nec'h)
Reolenn 14
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'o deus an araogennoù nemet ur ster.
N'eus ket 'met an araogenn hollek 'je' a gement hag he dije ur ster kemmus : d.s. : Mi parolas pri vi (Komz a ran diwar ho penn) d.s. : Je kioma horo ? (Da bet eur ?) Kredi je io (Krediñ en un dra bennak)
Reolenn 15
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkemeret e vez ar gerioù etrebroadel en esperantek evel m'emaint goude betzañ bet azasaet o reizhskrivadur.
d.s. : teatro (c'hoariva/teatr), lifto (pignerez), radaro (radar), ...
Reolenn 16
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anvioù-kadarn hep akuztiv hag ar ger-mell strizh a c'hell koll o vogalenn ziwezhañ, ha neuze e vez lakaet ur skrap en o flas.
Tabel-vortoj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An termen Tabel-vortoj a sinifi "gerioù an daolenn", n'en deus kevatal mat ebet e brezhoneg. Bezañ ez eus anezho 45 ger-benveg a oa bet kinniget unan-hag-unan e lodenn "geriadur" ar Fundamento (ha n'eo ket e stumm un daolenn evel amañ-dindan daoust m'int bet savet er stumm-se hep mar ebet).
i | - amstrizh |
k- goulenn-stagell |
t- diskouez |
ĉ- holl |
nen- nac'h | |
---|---|---|---|---|---|---|
hiniennder | -u | iu unan bennak |
kiu Piv ? Pehini ? Pe ? |
tiu hennezh, an [...]-se |
ĉiu Pep, pep hini |
neniu den ebet, hini ebet, nikun
|
tra | -o | io Un dra bennak |
kio Petra ? |
tio Se, an dra-se |
ĉio Pep tra |
nenio Netra
|
perzh | -a | ia Ur seurt |
kia Pe seurt ? |
tia ar seurt [...]-se |
ĉia Pep seurt |
nenia Seurt [...] ebet
|
perc'hennañ | -es | ies da unan bennak |
kies Da biv ? |
ties Dezhañ, Dezhi, D'an den-se |
ĉies D'an holl, Da bep hini |
nenies Da zen ebet
|
lec'h | -e | ie En ul lec'h bennak |
kie Pelec'h ? |
tie Aze |
ĉie E pep lec'h |
nenie E neb lec'h
|
amzer | -am | iam Ur wezh / Un deiz |
kiam Pegoulz ? |
tiam D'ar c'houlz-se |
ĉiam Atav / Bepred |
neniam Morse
|
doare | -el | iel en ur mod bennak |
kiel Penaos ? / Peseurt mod ? |
tiel e-giz-se / er-mod-se |
ĉiel en holl zoareoù |
neniel e doare ebet / e mod ebet
|
abeg | -al | ial Abalamour d'un abeg bennak |
kial Perak ? |
tial Abalamour d'an-dra-se |
ĉial Abalamour d'an holl abegoù |
nenial Hep abeg ebet
|
kementad | -om | iom Un tamm / Ur banne |
kiom Pegement ? |
tiom Kement-se |
ĉiom An holl gementad |
neniom Netra ebet
|
- Evezhiadennoù
- An doare da sevel gerioù gant rakgerioù ha lostgerioù tro-dro d'ur meni gwrizienn "i" a dalv e diabarzh an daolenn-mañ hepken, ha n'eo ket da vezañ implijet e lec'h all. Koulskoude e weler implijoù amañ hag ahont e-giz "alies" (ger perc'hennañ : da unan all)
- Ar gerioù "-ia" a zo anvioù-gwan, ar re "-iu" a zo raganvioù/anvioù-gwan hag ar re "-io" a zo raganvioù. Kemer a reont merk an akuzativ hag evit an daou seurt kentañ hepken, merk al liester, pa vez ezhomm.
- Ar re "-ies" a zo raganvioù gour perc'hennañ digemm.
- Ar gerioù all a zo adverboù en esperanteg, hag evel an holl adverboù e vezont digemm, daoust ma c'hell an adverboù lec'h en "-ie" merkañ ent-reizh un dilec'hiadur pe un durc'hadur en "-ien" pa vez ezhomm.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lizherenneg an esperanteg
- Displegadurioù an esperanteg
- Geriaoueg an esperanteg
- Emdroadurioù an esperanteg