Yezh en arvar
Lâret e vez emañ en arvar ur yezh pa van nebeut-tre a tud barrek warni ha pa ne vez ket desket ken gant ar vugale evel yezh kentañ.
Evit goût hag-eñ emañ en arvar ur yezh bennaket da vont da get e telc'her kont eus sifroù evel ar re-mañ:
- An niver a gomzerion (tud a ra ganti ha tud barrek warni);
- Oad an darn-vrasañ eus ar gomzerion;
- An dregantad a dud yaouank a vez desket hag implijet ar yezh-se gante.
Da skouer, en arvar emañ an ainoueg dre ma ne van nemet tro-dro da 300 den barrek warni evel yezh kentañ hag en o zouez n'eus nemet 15 bennaket a ra gantañ evel yezh-boas.
D'an tu all avat ez eus yezhoù evel re Indonezia a vez komzet gant meur a degad a viloù a dud met en arvar emaint evelatao abalamour ma ne ra ket ar re yaouank gante ken, met kentoc'h gant ar yezh vroadel, an indonezeg.
Ha koulskoude ez eus yezhoù gant nebeutoc'h a 100 den a ra gante hag a zo bev-buhezik c'hoazh rak yezh kentañ an dud ez int ha kelennet e vezont gant an darn vrasañ eus ar vugale.
Un nebeud skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kouroneg (kourcheg)
- Ainoueg
- Livoneg
- Samieg
- Sorbeg
- Oudmourteg
- An darn vrasañ eus ar yezhoù e Norzhamerika a rae gante ar pobloù-orin (estreget an tslagieg pe an navac'hoeg).