Mont d’an endalc’had

Yes Scotland

Eus Wikipedia

Ul levrig bannoù-treset a-zivout ar referendom bet aozet e Bro-Skos d'an 18 a viz Gwengolo 2014 eo "Yes Scotland".

An daou aozer a zo Olivier Hengesen, kazetenner o labourat e Dinedin evit mediaoù gallek (RFI, Libération, Le Soir...) ha Daniel Casanave tresour o chom hag o labourat e Reims. Embannet eo bet e galleg gant "La Revue Dessinée" e 2014 ha troet e brezhoneg gant Yannig Laporte ha Jeremi Kostioù.

Embannet eo bet an droidigezh vrezhonek gant Nadoz-Vor Embannadurioù e 2014.