Yar (evn)
- Er pennad Yar e vo kaoz eus sterioù all ar ger.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Galliformes | ||
Kerentiad : | Phasianidae | ||
Genad : | Gallus | ||
Anv skiantel | |||
Gallus gallus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Yar zo un anv roet d'an evn a zo parez ar c'hilhog, pe ar c'hog, hag a vez savet evit he c'hig hag he vioù. Ur poñsin a vez lâret eus an hini bihan. Ur bolez (pe evnez, pe enez) a vez graet eus ar yar yaouank, ha kabon eus ur par spazhet savet a-ratozh evit e gig.
Renket int holl er spesad Gallus gallus.
Klochal, pe sklokal a ra ar yar.
Vioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dozviñ he vioù a ra ar yar, ha goude o goriñ: ur yar-c'hor a vez graet anezhi neuze.
Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a ra hec'h here pa goll he fluñv.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul loen aonik eo ar yar, hag implijet e vez ar ger evel kunujenn, e troioù-lavar evel Yar beliet, Yar dilostet, Kozh yar!
Yer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a seurt yer zo: en un tu an evned-porzh, a zo meur a ouenn anezho, hag en tu all an evned gouez.
Evned all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- mab ar yar, a vez laret, dre fent, eus ar c'hog,
- ur yarad a vez laret eus un nodad poñsined, pe houidi bihan kenkoulz all
- ar yar-zour, ur yar-ouez a vev war ar stêrioù, douryar a vez graet anezhi ivez
- ar yar-ouez
- ar yar-Indez, un evn degaset eus an Indez, Amerika Kritol Goulm, a vez graet yar-Spagn anezhi ivez.
- ar yar-here a veze graet eus ar yar debret en ur friko pa veze echu an here, hag eus anv ar friko en-eeun.
Loened all ha traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit al loened all hag an traoù all anvet yar, gwelout ar pennad yar.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abaf, aonik, evel ur yar dibluet
- Debret evel treid ar yer
- Lostek evel ul louarn tapet gant ur yar
- Mezhek evel ur yar dilostet
- Poent d'ar yer mont d'o c'hlud! A vez lavaret pa vez deuet ar poent da vont da gousket.
- Distreiñ war an tu ma skrab ar yar: kilañ
- Hennezh a zo e spered e-lec'h m'emañ he vi gant ar yar: n'eo ket gwall fin.
- Ober skrabadennoù yar: skrivañ fall.
Verb deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yarañ pe yariñ, a zo kluchañ evel ur yar, met chom da yariñ a zo chom da straniñ pe da vuzhugenniñ.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]