Yagan
Yagan, ganet e-tro 1795 ha marvet d'an 11 a viz Gouhere 1833) a oa un ur c'hadour Aborigen aostralian eus ar meuriad Noongar. Bez e voe unan eus an aborijened kentañ o stourm a-enep an trevadenniñ saoz e-kostez Perth, e kornôg Aostralia. Yagan a oa bet klasket war e lerc'h goude m'en doa lazhet ar servijour Archibald Butler en ur veñjañs hengounel goude ma vefe bet tennet war ur strollad Noongar gant ur servijour da Vutler anvet Smedley. Ar strollad Aborijened a oa bet o klask laerezh patatez ha dre rediñ hegounel e oa ret ma vefe lazhet un den e strollad ar re wenn memes ma ne oa ket ar muntrer. Marv Yagan a zo gwelet evel ur simbol eus stourm an Aborijened ha penaos e oant bet gwasket garv gant an drevadennerien. Evit ar meuriad Noongar ez eo un haroz hiziv-an-deiz.
