Wolfram von Eschenbach
Wolfram von Eschenbach, bet ganet war-dro 1170 e Franken (Impalaeriezh santel roman german) ha marvet e-tro 1220, a oa ur marc'heg hag ur barzh alamanek eus dibenn an XIIvet kantved. Gant an alamaneg-uhel-kozh e kenaozade e oberennoù. Barzhonegoù lourennek zo bet savet gantañ ivez (ur Minnesang a veze graet anezhoñ).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Buhez Wolfram hag a zo anavet a zeu ag ar menegoù en deus skrivet diwar e benn a-hed e oberennoù, pe gant burutelladennoù e gempredaded. Dre e anv e ouiomp e ta-eñ eus ul lec'h anvet Eschenbach. Hervez an damvenegoù skrivet gantañ en e oberenn Parzival e vefe Obereschenbach e gêr a-orin, nepell eus Ansbach (hiriv eo adanvet Wolframs-Eschenbach). En em ginnig a ra evel ur marc'heg eus Bavaria. Gouzout a reer e oa bet e meur a lez o roiñ e servijoù. Sur a-walc'h e oa e darampred gant Kont Wertheim hag al Landgrav (“Dug”) Hermann I Thüringen.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wolfram von Eschenbach: Parzival, troet gant Wolfgang Spiewok, (Universalbibliothek Band 3681 ha 3682), Stuttgart 1981 ISBN 3-15-003681-X
- Wolfram von Eschenbach: Parzival, troet gant Wolfgang Mohr, Göppingen 1977/79 ISBN 3-87452-344-6
- Wolfram von Eschenbach: Parzival, troet gant Dieter Kühn, 1994, ISBN 3-596-13336-X.
- Wolfram von Eschenbach: Parzival, troet gant Peter Knecht, Reclam, Stuttgart 2011, ISBN 978-3-15-010708-9.
- Wolfram von Eschenbach: Parzival, troet gant Franz Viktor Spechtler, Wieser, Klagenfurt 2016, ISBN 978-3-99029-082-8.