William Wallace
Neuz
(Adkaset eus William Wallace (Skos))
Sir William Wallace, ganet e-tro 1270 en Ach na Feàrna (Bro-Skos), ha lakaet d'ar marv d'an 22 a viz Eost 1305, e Smithfield, e Londrez (Bro-Saoz) a oa ur marc'heg ha brogarour skosat hag a stourmas da zifenn e vro a-enep da Vro-Saoz.
Gant Andrew Moray e oa Wallace en emgann Pont Sruighlea, d'an 11 a viz Gwengolo 1297, ma voe faezhet an arme saoz gante.
Lakaet e voe e penn an armeoù skos betek emgann an Eaglais Bhreac e Gouhere 1298. E miz Eost 1305 e voe prizoniet Wallace e Baile Rob Ruaidh e-tal Glasc'ho ha deroet d'ar roue saoz Edward Iañ. Neuze e voe krouget, ruzet e gorf, dibezhiet (Hanged, drawn and quartered), dre ma oa bet treitour ha torfedour hervez ar roue saoz.
Arroudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- “Dico Tibi Verum, Libertas Optima Rerum: Nunquam Servili Sub Nexu Vivito, Fili (Ar wirionez a lavaran dit Mab, ar Frankiz eo ar pep gwellañ eus ar pezh a c'haller gounit. Neuze 'ta, na vev biken e Kabestr ar Sklavelezh.)