Mont d’an endalc’had

William Cranch Bond

Eus Wikipedia
William Cranch Bond

William Cranch Bond a oa ur steredoniour amerikan bet ganet d'an 9 a viz Gwenholon 1789 , ha marvet d'an 29 a viz Genver 1859 e Cambridge , Stad Massachusetts en SUA .

Gantañ e voe dizoloet Hyperion, eizhvet loarenn Sadorn ha tennet al luc'hskeudenn gentañ ag ur steredenn

E Portland , Stad Maine en SUA eo bet ganet William Cranch Bond. E dad o-doa en em staliet aze evel un horlajer goude bezañ c'hwitet en aferoù. Pleustret gantañ, ha skoazelet gant e zonzeon evit an ijinerezh e savas William Cranch Bond e horolaj gentañ pa oa pempzek bloaz hepken. Pa voe tizhet an oad-gour gantañ e adkemeras afer e dad.

Steredoniour amatour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1806, pa oa 17 bloaz e welas William Cranch Bond ur fallaenn war an heol. D'ur steredoniour amatour ez eas neuze ha pa savas-en e di gentañ e treuzfurmas e solier d'ur gweledva.

Beaj en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1815 e veajas en Europa. Kaset e oa bet gant Skol-veur Harvard da studian ar gweledvaoù europeat. D'ar 18 a viz 1819, e Kingsbridge e Devon e eurediñ e geniterv Selina Cranch en doe pevar mab ha div verc'h ganti. Goude he marv e 1831 e timezas gant he c'hoar Mary Roope Cranch.

Gweledva Harvard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1839 e voe aotret da lakaat e draoù steredourel dezhañ e unan e Harvard ha da servij aze evel "Astronomical Observer to the University.". Gopr ebet e tegermere evit-se avat. E 1843 e savas tremennadenn ur steredenn lostek interest a-walc'h evit ma voe barrek da zastum 25,730 $ da sevel ur gweledva gwir. Gant Bond e voe graet raktresoù ar savadur hag ar gador-sell. Ur pell-seller alaman a brenas ar skol-veur hag a voe implijet evit ar wech gentañ d'ar 24 a viz Even 1847.

Dizoladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dizoloadenn dizalc'h ar steredenn lostek vras 1811
  • Hyperion, eizhvet loarenn Sadorn
  • Luc'hskeudenn gentañ Vega e 1850