Wilhelm Tell
Wilhelm Tell, pe Gwilherm Tell, eo haroz broadel Suis (e yezhoù ofisiel Suis : Wilhelm Tell en alamaneg, Guillaume Tell e galleg, Guglielmo Tell en italianeg ha Guglielm Tell e romañcheg). N'eus prouenn ebet e vije bet o vevañ e gwirionez. Kontet e voe e istor, evit ar wech kentañ, e kronikoù eus ar XVvet kantved. Kontañ a reer e oa o vevañ e deroù ar XIVvet kantved, en amzer ma voe diazezet kengevread Suis. Hervez an istor-se e oa ampart Tell evit tennañ gant an arbalastr ha lazhet en doa Hermann Gessler, un aotrou e servij Tiegezh Habsburg Aostria, en Altdorf, e kanton Uri.
Un arouez a bouez eo Wilhelm Tell evit brogarouriezh Suis hag adsavet e voe e istor d'ar mare ma voe adsavet kengevread Suis goude Brezelioù Napoleon.
Meur a vammenn zo da istor Wilhelm Tell, met skrid Aegidius Tschudi eo an hini anavezetañ anezho. E 1570 e tastumas Tschudi danvez komzet ha skrivet diwar-benn Tell ha kontañ a reas e istor en e Chronicon Helveticum. Hervez an istor-se e oa, war-dro dibenn an XIIIvet pe deroù ar XIVvet kantved, er c'horn-bro a zo bremañ e kreisteiz Suis hag a oa neuze dindan renerezh an Tiegezh Habsburg, eus Aostria, un tammig aotrou anvet Hermann Gessler hag a oa o ren ar vro evel Landvogt (beli). Kontañ a reer e oa boas Gessler da lakaat e dog war ur peul e kêr Altdorf, ha reiñ urzh d'an holl a dremene hebiou da saludiñ e dog. Nac'h saludiñ an tog a reas Wilhelm Tell ha harzet e voe. Dre ma oa brudet Tell evit bezañ un tenner ampart gant ar groazwareg, e voe roet urzh dezhañ gant Gessler da dennañ war un aval lakaet war benn e vab, Walter Tell. Kemer a reas Tell div saezh, tennañ a reas war an aval gant an hini gentañ, ha dont da vat. Goulenn a reas Gessler outañ perak en doa kemeret div saezh ha respont a reas Tell dezhañ, ma vije bet c'hwitet war e daol gant e saezh kentañ ha lazhet e vab, en dije tennet gant an eil war Gessler evit e lazhañ ivez.
Roet e voe urzh da gas Wilhelm Tell d'ar c'harc'har, met pa voe kaset war ur vag da dreizhañ ar Vierwaldstättersee (lenn Luzern), e savas ur barr-amzer spontus, ha distaget e voe liammoù Tell evit ma c'hallfe leviañ ar vag, dre ma oa ul loman ampart ivez. Ur wech tizhet ribl al lenn gantañ, e tilestras Tell hag e vountas war ar vag d'he c'has pelloc'h. Tec'hout a reas. Nepell goude, e teuas a-benn da vuntrañ Gessler gant e groazwareg. Diwar an taol-se e tarzhas un emsavadeg er vro, ha Tell o kemer ur perzh bras enni, hag a gasas da sevel Kengevread Suis.
Hervez skrid Tschudi e voe Wilhelm Tell o stourm ouzh yev Aostria en Emgann Morgarten e 1315. Hervez Tschudi ivez e varvas Tell e 1354, beuzet pa oa o klask saveteiñ ur bugel e stêr Schächenbach.
A-hed ar c'hantvedoù goude e voe kontet hag adkontet an istor-se. En XIXvet kantved e teuas da vezañ ur vojenn hollanavezet, rak ezhomm en doa Kengevread Suis da gaout un haroz broadel evit aroueziañ istor ar vro.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar skrivagner Friedrich Schiller e voe savet ur pezh-c'hoari, Wilhelm Tell, e 1804, hag e 1829 e voe embannet un opera gant Rossini, Guillaume Tell. Meur a film zo bet savet diwar-benn an istor-se ivez.