Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pemp pennreolenn ar Wikipedia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wikipedia:Reolennoù)

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.


Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Ar pemp pennreolenn


Un holloueziadur eo ar wikipedia: (Gw. Pennaenn diazez Niv. 1) N'eo ket ar wikipedia ur forom evit brudañ savboentoù personel, nag evit en em vrudañ e-unan hag hec'h-unan. Ret eo d'an holl bennadoù klask bezañ holloueziadurel hag ar rakvarnañ (objektivelañ) posupl. Ret eo kompren n'eo ket ar wikipedia ivez un taol-arnod evit diskwel penaos e c'hellfe bezañ kaset en-dro an traoù en un doare demokratel pe demokrateloc'h, anarkour pe anarkouroc'h. N'eo ket ar wikipedia ur sammad liammoù etrezek lec'hiennoù all war ar genrouedad hepmuiken. N'eo ket ar wikipedia ur gelaouenn evit brudañ keleier, nag ur geriadur nag ur sammad dielloù: raktresoù a-ratozh all zo evit kement-se (s.o. Wikeriadur, Wikilevrioù, Wikiarroud, Wikimammenn, Wikispesad, Wikikeloù, Wikicommons, Meta-Wiki - liammoù e-traoñ ar bajenn degemer).
 
Neptu ar wikipedia: (Gw. Pennaenn diazez Niv. 4) Rankout a reer klask atav sevel pennadoù enne titour kempouez, hep lakaat ur savboent da dalvezout war reoù all. Pa vez meur a savboent, klask menegiñ anezhe holl hep lakaat unan da vezañ trec'h war egile. Un dra vat eo, seul wezh ma c'heller, ouzhpennañ daveoù, dreist-holl pa vez kaoz eus temoù ma sav tabut diwar o fenn alies a-walc'h. Pa sav tabut diwar-benn neptuegezh ur pennad resis, n'eus forzh peseurt implijer a c'hell ouzhpennañ ar patrom {{PennadTuek}} pe {{Tabut-neptuegezh}} e krec'h ar pennad pennañ ha neuze klask dont a-benn da dizhout un emglev war ar bajenn gaozeal stag outañ.
 
Dieub hag evit mann eo ar wikipedia: Evit mann e c'hell bezañ implijet ar wikipedia (GFDL) hag embannet e c'hell bezañ gant n'eus forzh piv. Ret eo kompren e c'hell ar pennadoù bezañ kemmet gant tud all ha n'eus den ebet a vije perc'henn war pennad ebet. Arabat implijout danvezioù gante gwirioù-aozer(ez).
 
Ur c'hod emzalc'h en deus ar wikipedia: (Gw. Pennaenn diazez Niv. 2) Ur bennreolenn a zo e-keñver an emzalc'h ret war ar wikipedia: bezañ seven atav ha doujañ d'an implijerion/ezed all, zoken pa ne vezer ket a-du gante. Arabat tagañ an dud en un doare personel nag o c'hunujenniñ. Klask chom hep sevel pe kemer perzh e brezelioù-embann dre zoujañ d'ar reolenn chom hep embann ar memes pennad teir gwezh renk-ouzh-renk dindan 24 eurvezh. Arabat plantañ reuz evit dont a-benn da vezañ trec'h e-keñver un draig resis.
 
N'en deus ar wikipedia reolenn strizh ebet estreget ar pemp pennreolenn-mañ: Embann ha kemm ar pennadoù hardizh hep soñjal e rankfont bezañ disi. Arabat ivez kaout aon rak faziañ - n'eus kudenn ebet rak ar pennadoù a c'hell bezañ adrenket da c'houde dre implijout o fajenn-istor. Diwall avat: ret eo goût e chom da virviken en un tu bennak war ar wikipedia kement tra bet embannet ganeoc'h eno.

Gwelit ivez

[kemmañ ar vammenn]