Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Du 2006

Eus Wikipedia

Votadeg evit dilenn Merourien

Evit kaout muioc'h a ditouroù diwar-benn kefridi ar verourien kit AMAÑ

Evit kaout ar gwir da votiñ e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe pemzektez a-raok deiz an dilennadeg da nebeutañ (da lavaret eo a-raok ar 5 a viz Du 2006).
  • Bezañ krouet ur bajenn implijer war ar wiki brezhonek, gant ur chomlec'h postel reizh
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek dre vras

Evit bezañ dilennet e ranko ar verourien bezañ tapet da nebeutañ 75 % eus ar mouezhioù. Votiñ a c'haller evit meur a verour evel-just. N'eus bevenn ebet d'an niver a verourien rak n'eo ket un afer a c'halloud, un afer a genfiziañs hag a c'hoant da gas an traoù war-raok eo.

Evit votiñ sinit gant hoc'h anv (lakait 4 zildenn ~) pe glikit war an eil voestig diwezhañ (simploc'h eo, 'gavit ket?).

Merour nevez (kloz ar votadeg-mañ)

Notenn a-bouez Kloz eo ar votadeg evit ar c'hannad-mañ met un danvez merour all a zo war ar stern ma c'heller votiñ evitañ c'hoazh

Kloz eo ar votadeg-mañ. Diellaouet eo bet amañ evit gallout he stankañ. Didiellaouet e vo adarre ha adsammet ouzh an eil votadeg war ar stern c'hoazh ur wezh ma vo achu honnezh.

Disoc'h berr-ha-berr: (Displeget hiroc'h en diell)

  • Votoù mat: 11

+ Votoù null: 3

  • YA A-du: 11 (100%)
  • NANN A-enep:: 0
  • Neptu

Dont a raio Benoni da vezañ pevare merour ar Wikipedia-mañ adalek hiziv. --Merour (N) 4 Kzu 2006 da 09:38 (UTC)[respont]


War ar renk

Implijit ar patromoù nevez-krouet-mañ:

A-du: {{Patrom:Ya}} (YA)

A-enep: {{Patrom:Nann}} (NANN)

Neptu: {{Patrom:Ingal}} ()


Kloz eo ar votadeg-mañ.

Disoc'h berr-ha-berr:

  • Votoù mat: 8

+ Votoù null: 0

  • YA A-du: 8 (100%)
  • NANN A-enep:: 0
  • Neptu

Dont a raio Ch. Rogel da vezañ pempvet merour ar Wikipedia-mañ adalek hiziv.


Mont a ran war ar renk peogwir e welan eo mat kaout divizoù war ar merañ ha un araokadenn vras e vo m'emañ ur skipailh evit lañs ar c'haoz. C'hwi oar mat ne gredan ket n'eus nemet ar verourien a vije kiriek war gempenn ar skridaozañ p'eo d'an holl skridaozerien sevel ur memor a-stroll hag ivez kinnig doareoù poellekoc'h. Betek-hen ne 'm eus ket klasket kompren an holl teknikoù, met dont a raio tamm ha tamm. Ul labour divent hon eus graet e-korf 20 miz, met ul labour diventoc'h a chom c'hoazh.

Votit amañ :
Implijit ar patromoù nevez-krouet-mañ:

A-du: (YA)

A-enep: {{Patrom:Nann}} (NANN)

Neptu: {{Patrom:Ingal}} ()

A-du

  1. YA Benoni 1 Kzu 2006 da 00:17 (UTC)[respont]
  2. YA Paotr 1 Kzu 2006 da 08:05 (UTC)[respont]
  3. YA --Neal 1 Kzu 2006 da 13:06 (UTC)[respont]
  1. YA Jañ-Mai 5 Kzu 2006 da 14:12 (UTC)[respont]
  2. YA Fulup 5 Kzu 2006 da 22:22 (UTC)[respont]
  3. YA --J. Pokorny 5 Kzu 2006 da 23:25 (UTC)[respont]



A-enep



Neptu

Didalvoud ha diezhomm

  • Mouezhiadenn Manchot.

Abeg : niver a bennadoù: 0. Pa vo tizhet gantañ 50 e c'hallo kemer perzh en ur vouezhiadeg all gant ma skrivo e brezhoneg evel an holl amañ. Bianchi-Bihan 24 Du 2006 da 22:40 (UTC)[respont]

+ Null eo ar vot-mañ. --Merour (N) 24 Du 2006 da 20:37 (UTC)[respont]

NANN en raison de ton attitude sur la Wikipédia francophone, qui a entraîné un arbitrage à ton encontre, ainsi que moults discussions sur le bistro et le bulletin des administrateurs. Également en raison de ton vote de représailles à mon encontre sur ma candidature administrateur de remise en question personnelle, seulement parce que j'avais osé révoquer une de tes interventions (oui, une seule) considérées comme un spam par la plupart des administrateurs. Mon vote est également motivé par l'attitude que tu as tenu ici-même, consistant à appeler d'autres personnes à voter contre ma candidature sans raison valable, et en donnant un lien direct vers la section « opposition » de ma candidature, ce que quelques personnes ont effectivement fait, avec des justifications pour le moins fallacieuses (mais qui pourrait le leur reprocher puisqu'elles ne me connaissent absolument pas et ne sont venues que sur ton invitation). Par exemple, ici, ici et encore ici, pour ne citer que ceux-là (qui n'ont heureusement pas tous suivi tes « directives »). Je tiens à préciser que heureusement que j'ai vécu 2 ans à Larmor-Plage, près de Lorient, et que je n'y ai rencontré que des gens sympatiques, et aucune personne dans ton genre, car je n'aurais alors pas l'estime que j'ai pour cette région, ses traditions et ses habitants aujourd'hui encore. Bizarrement, la proportion de gens dans ton genre était nulle, contrairement à Wikipédia où une minorité gueularde essaye d'importer des conflits là où ils n'ont pas leur place. Bref, j'estime que tu n'as pas le recul, ni la neutralité et la mentalité nécessaire pour être administrateur, que ce soit ici ou ailleurs. Et ce n'est aucunement une « revanche facile » de ma part, contrairement à ce que tu as fait, car si tu regardes mes contributions, il m'est souvent arrivé de voter pour des personnes avec qui j'avais eu des désaccords voire des prises de bec. J'ai voté contre en justifiant mon vote avec de nombreuses raisons valables. Kenavo. Manchot 24 Du 2006 da 15:12 (UTC)[respont]

Alioù a bep seurt

Testeni a-bouez eus buhez un den trenk e galon moarvat, eus e zroukrañs a dra sur, hag abalamour da se ne garjen ket e vije diverket. Met didalvoud a-grenn evel mouezh evel-just, rak n'eus ket bet savet ul linenn eus ur pennad gantañ e brezhoneg.
Evel merour eus ar wiki gallek e anav mat ar reolennoù, e oar n'hall ket ar vot-se kontañ, ha dont a ra neoazh da zislonkañ e vestl dre amañ.
D'am soñj e c'hallfe Benoni (piv nemetañ) mont (evel kannad eus hon ferzh, abalamour d'ar gwarez dleet d'ar gannaded) da gas keloù d'ar mogn-se (e-barzh pajennoù ar verourion c'hallek?) eo emren ar Republik Wikipedian Brezhonek, e ra gant reolennoù boaz ar wikipedioù demokratel, hag evit kaout gwir da votiñ a-du pe a-enep ur merour eo ret sevel 50 pennad, e brezhoneg amañ evel-just, evel e galleg e lec'h all, ha digantañ n'eus ket bet ul linenn en he hed c'hoazh, met talvout a ray e vouezh evel-just kenkent ha graet gantañ hervez ar reolennoù a dalv e kement wikipedia zo war an tamm douar patatez-mañ.
Un ali n'eo ken. Bianchi-Bihan 24 Du 2006 da 18:04 (UTC)[respont]
aet da vakañsiñ, ya - met evezhiañ gwezh ha gwezh all ivez keit ha mo digor ar vouezhiadeg-mañ memestra +. A-du gant Bianchi-Bihan (ya, tudoù, biskoazh kemendall!). Kinnig a rafen memestra kas an tamm kaoz-mañ d'ar bajenn gaozeal evit ma ne vefe ket trenket spered implijerion/ezed zo dre lenn seurt traoù bet skrivet gant un den ha n'en deus gwir ebet da votiñ evel-just. D'am soñj e vefe gwell tennañ ar vot null rak krediñ e c'hellfe implijerion/ezed all e sav tud oberiant a-enep d'ar c'hinnig ha betek-hen n'eo ket gwir. Ur vot null eo ha rankout a rafe bezañ tennet kuit d'am soñj. Ma'c'h out a-du, gra da-unan mar plij Bianchi-Bihan (pe unan all evel-just), rak kavout a ran gwell d'ar mare-mañ cjom hep ober kemmoù, nemet ma vefe goulennet diganin hen ober war-eeun evel-just.

--Merour (N) 24 Du 2006 da 18:16 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket ar yezh implijet gant an implijer Manchot setu ne c'hellan ket respont dezhañ siwazh ;-)
Siriusoc'h, n'em eus ket c'hoant bezhañ kannad da tra-pe-dra war ar wiki galleg pa 'z on bet taget en un doare spontus gant Manchot hag e mignoned. Kav a rafen gwelloc'h e vije kannad Neal pe Paotr: da lavaret eo hon merourien, tud neutrel anezho e keñver ar wikipedia galleg.
A-du a-walc'h, mar karont ober. Bianchi-Bihan 24 Du 2006 da 22:40 (UTC)[respont]
Ali Manchot a zo un tagadenn mezhus evel-just (evit ar re zo dedennet, e c'hellont mont da welet ar barnadenn en deus savet a enepdon gant e mignon Poppy, ha dreist-holl arguzennoù ar barnadenn a diskouezh spered trenk an dud-mañ), met disoñjal a ra menegiñ ez on difennet war ar wiki galleg gant ar Gebekiz, ar Waloned, ar Vretoned ha zoken gant Gallaoued 'zo.
Evit gwir, pa welan seurt kemenadenn, ez on laouen bezañ votet a-eneptañ. Moarvat n'eus anezhañ nemet ur c'hrennard nul...
Evit echuiñ : ne c'hell ket bezañ digemeret ar vot-mañ evel-just, pa n'eus bet savet pennad ebet gant Manchot, hag e c'houlennan eta gant ar merourien lakaat ar vot-mañ war ar bajenn "kaozeadenn" (evit diskouezh d'an holl ar seurt tud a zo war ar wiki galleg). Benoni 24 Du 2006 da 20:14 (UTC)[respont]
Me a laoskfe a-walc'h ar skrid-se amañ, kement ha diskouez n'hon eus ket aon razañ ha dre ma tiskouez splann ez eus tud ha n'int ket evit gouzañv e vefe Bretoned o sevel o mouezh hag e vefe eus ur wiki brezhonek dizalc'h (ha digor): ur skeudenn eus ar gwirvoud eta (aet on da welet war ar wiki gallek ha gwelet 'm eus e klaskont dinac'h vot tud 'zo (hag a zo war ar wiki brezhonek) arabat ober evelto, n'omp ket a-seurt ganto!!!!!!! Rognogno 24 Du 2006 da 20:05 (UTC)[respont]
A-du gant Rognogno. Arabat tennañ: ur skouer eus ar pezh a c'hall hon amezeien ober (pa vez karantez leizh o c'halonoù). Ret diskouez se d'an holl. Ha pediñ tud Kebek da zont da welet. Lakaat a ran e c'halleg e korn an traoù didalvoud.Bianchi-Bihan 24 Du 2006 da 22:40 (UTC)[respont]
Ya, a-du ganeoc'h ivez! Benoni 24 Du 2006 da 23:06 (UTC)[respont]


Ur votadeg hep penn na lost?

Ne gomprenan ket penaos e c'heller votiñ pa n'eus ket bet ur galv evit goulenn ma yelo tud war ar renk. Peur e vo doujet da bennaennoù an demokratelezh war ar wiki brezhonek?
N'on ket evit nac'hañ e c'hellfe bezañ ur mall evit kaout ur merour (pe vuioc'h) ouzhpenn buan a-walc'h. Kavout a ran mat ar mennozh, met n'on ket evit reiñ ma asant a-raok ma vo lakaet ar votadeg war e dreid. Ch. Rogel 22 Du 2006 da 00:14 (UTC)[respont]

Evit ar c'hendiviz, kit d'ar bajenn kaozeadenn. --Ch. Rogel 22 Du 2006 da 00:47 (UTC)[respont]

Brezhonekaat

E-lec'h gervel an dud da votiñ gant an droienn "Tu zo deoc'h da lakaat" ne c'hallfed ket ober gant ar verb "gallout" ha skrivañ "Gallout a rit lakaat"? Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 03:56 (UTC)[respont]

Ur bajenn evit pep vot?

D'am soñj e vije gwelloc'h heuilhañ skouer ar wikipediaoù all hag ober ur bajenn vot evit kement hini a ya war ar renk evit dont da vezañ merour. Ar vot a badfe div sizhunvezh hag a vije klozet goude pemzektez gant ar verourien dija dilennet. Evel-se e c'hellfe tud mont war ar renk a hed ar bloaz, ur wech ma n'em zantont prest. Ret e vije kelaouiñ peb vot war ar bajenn digemer evel-just, evit ma c'hellfe an holl wikipediourien reiñ o ali. Benoni 1 Kzu 2006 da 00:22 (UTC)[respont]

Penaos kas en-dro ar votadeg (kinnig digant unan eus ar verourion)

Kaset am eus ur c'hinnig (amañ[1]) d'an daou gannad hag ivez d'ar merour oberiant all (Poatr) evit gwelet penaos kas en-dro ar votadeg en doare reishañ posubl. Mar ne sav hini ebet a-enep e vo lakaet ar c'hinnig-se e pleustr. --Neal 1 Kzu 2006 da 13:06 (UTC)[respont]

A-du hon gant kinnig Neal. Hag evel-se, ma fell d'un trede wikipedian en em ginnig, e c'hell en ober p'en deus c'hoant: bez e vo goude-se pemzektez vot etre ar mare ma vo ofisiel e ginnig hag ar mare ma vo klozet ar vot. A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 13:14 (UTC)[respont]
Evidon-me ne save ket ur gudenn diwar berradur ma frantad kinnig. Justamant ma n'eus bet kalz a votoù abaoe ur sizun e weler mat eo bet kelennet an holl a c'hellfe bezañ dedennet. M'hoc'h eus c'hoant ren daou brosezadur kenstur gant un termen disheñvel, mat eo din ivez. Kredet em oa e oa simploc'h lakaat an holl draoù war ur bajenn pa welen ne veze ket lakaet ar bajenn-mañ hag gwashoc'h an dilennadeg war wel. Pouezusoc'h eo kaout tudoù all o vont war ar renk memestra. --Ch. Rogel 1 Kzu 2006 da 21:12 (UTC)[respont]
Asantet eo bet ar c'hinnig gant an daou gannad ha lakaet e pleustr hiziv ganin.

--Merour (N) 1 Kzu 2006 da 21:46 (UTC)[respont]