Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Du 2006
merourien nevez
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket penaos e c'heller votiñ pa n'eus ket bet ur galv evit goulenn ma yelo tud war ar renk. Peur e vo doujet da bennaennoù an demokratelezh war ar wiki brezhonek?
N'on ket evit nac'hañ e c'hellfe bezañ ur mall evit kaout ur merour (pe vuioc'h) ouzhpenn buan a-walc'h. Kavout a ran mat ar mennozh, met n'on ket evit reiñ ma asant a-raok ma vo lakaet ar votadeg war e dreid. Ch. Rogel 22 Du 2006 da 00:14 (UTC)
- A-du on ganit. Met d'am soñj ez eo d'ur merour da aozañ kement-mañ ha pas din. Goulennet 'm eus meur a-wech e vije aozet ur seurt vot ha graet bruderezh evit ar vot... Klasket 'm eus aozañ hag ober bruderezh evel ma c'hellen, met n'em eus ket kredet ober muioc'h (da skouer kas ur bostel da bep hini) pa z'on war ar renk ha pa n'on ket merour... Benoni 22 Du 2006 da 00:20 (UTC)
War ar wikipedia e vez pep a skridaozer o labourat ingal un eilverour hag ar verourien n'o deus nemet un nebeut galloudoù teknikel evit mad an holl. Ar pezh a zo pouezus a zo kaout divizoù digor d'an holl ha staliet war reolennoù sklaer a c'hellont bezañ kinniget gant nep a blij dezhañ a-raok ma vo lavaret gant ar re all e vezont plijet ganto. Ma komprene Benoni e oa diaes sevel ar votadeg dindan beli ur merour (marteze eo ac'hubet Neal gant e labour kelenner) e oa posubl dezhañ menegañ e oa ezhomm eus merourien all. Setu perak e kinnigan ma vo chañchet un tammig ar reolenn votiñ :
Ur galv evit goulenn ma ya tud war renk eus ar 21 betek ar 26 Du hag ar votadeg etre ar 26 Du hag ar 11 Kerzu. Gwelloc'h e vo respont amañ mar plij deoc'h. --Ch. Rogel 22 Du 2006 da 00:45 (UTC)
Piv a yelo war ar renk?
[kemmañ ar vammenn]Ne c'hellin ket votiñ a-raok ma vo disklêriet tud all evit mont war ar renk. Ret eo kaout meur a verour evit ma talc'hont d'ober kendivizoù etrezo. Er wikioù all e vez divizet stañkañ an dud noazus gant meur a zen. N'eus ket da rebechiñ da Neal bezañ chomet e-unan. Ma chomfe Benoni evel-se e vo diaes kas gwelloc'h an traoù. Koulskoude e adlavaran eo an implijerien en o fezh hag a zo ar wir verourien. Ret eo dezho kaout kendiviz war meradur ar Wiki. Pajennoù kendiviz (Kendivizoù reolata)zo bet savet ha posubl eo sevel reoù all. Na ankounac'hit ket pajenn an ti-chopin ivez.--Ch. Rogel 23 Du 2006 da 23:10 (UTC)
- A dra sur, emichañs e vo muioc'h evidon o vont war ar renk. Hag e teuio en-dro Neal fresk ha youlek a benn ur sizun! Ur pevar merour oberiant bennak a vije mat, paneveken evit dirouestlañ an tabutoù etre ur merour hag un implijer (d.l.e kaout unan bennak neutrel evit hen ober)... Benoni 24 Du 2006 da 00:43 (UTC)
Tud noazus
[kemmañ ar vammenn]- Meur a verour, a-du ganit evel-just. Ret eo rannañ al labour, ha rannañ ar galloud ivez. Kompren a ran e piv emaout o soñjal pa lavarez tud noazus: marteze ar re ne soñjont ket evel ar verourien, hag a noaz, a-hervez, pa savont pennadoù (se zo lavaret splann amañ: [[1]]
Mar deo se, neuze n'on ket a-du ganit.
- N'on ket a-du ganit pa lavarez eo an implijerien eo ar gwir werourien. Brav e vije ma vije gwir. Met n'o deus galloud ebet d'en em zifenn pa grog ur merour da virout outo da labourat. Bianchi-Bihan 23 Du 2006 da 23:22 (UTC)
==Ur bajenn evit pep vot?== (eilet diouzh pajenn Ch. Rogel) D'am soñj e vije gwelloc'h heuilhañ skouer ar wikipediaoù all hag ober ur bajenn vot evit pep hini a ya war ar renk evit dont da vezañ merour. Ar vot a badfe div sizunvezh hag a vije klozet goude pemzektez gant ar merourien dija dilennet. Evel-se e c'hellfe tud mont war ar renk a hed ar bloaz, ur wech ma n'em santont prest. Ret e vije kelaouiñ neb vot war ar bajenn digemer evel-just, evit ma c'hellfe an holl wikipediourien reiñ o ali. Benoni 1 Kzu 2006 da 00:25 (UTC)
- Petra soñjes eus kement-mañ, lakaet war ar bajenn vot? A galon, Benoni 1 Kzu 2006 da 00:25 (UTC)
Evel-just, me zo a-du gant ober evel er wikioù all goude ar prantad dilennadegoù-mañ.
Koulskoude, kinniget eo bet ma yelo tud war ar renk just goude m'eo bet kinniget ganit mont. Meneget 'm eus dija ne oa ket ken sklaer ar prosezadur. Ne welan ket peseurt kudenn a savfe gant ober un dilennadeg gant ur ginnagadenn asamblez (evit ar wech diwezhañ) ha staliañ ar sistem dilennadegoù "war-ruz" pa vo aozet mat ar reolennoù hag an darempredoù. E dibenn ar miz-mañ, lakaomp. --Ch. Rogel 1 Kzu 2006 da 00:47 (UTC)
mat-tre. graet e vo evel-hen. me avat n'hallin ket mont war-dro ar raktres e-pad an dibenn-sizhun-mañ.--Merour (N) 2 Kzu 2006 da 07:48 (UTC)