Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 48, bloaz 2010

Eus Wikipedia

29/11/2010 — 05/12/2010

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Evel m'en deus lavaret Bianchi-Bihan eo sañset bezañ echu an traoù, met laosket 'm eus digor dre ma n'eo ket bet fonnus ar c'hemer perzh. Ne soñj ket din e c'heller kadarnaat un diviz war un diazez ken bresk. Kinnig a ra neuze sevel ur gemenadenn a-benn pediñ an dud da gemer perzh a-raok disul a zeu (e fin a sizhun). Ha d'ar mare-se e vo klozet an traoù da vat. --Y-M D (kaozeal) 29 Du 2010 da 18:10 (UTC)[respont]

Salud,
Abaoe un prantadig e vez kaoz deus implij Bro-C'hall pe Frañs war hor [[wiki-ni]]. Evit urzhiañ ha sklaeraat an traoù ez eus bet digoret ur vouezhiadeg.
Evit gwelout an diviz hag an displegadennoù a zo bet a-raok ar prantad votiñ sellit [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?|amañ]].
Deueit da reiñ ho soñj ha da gemer perzh e buhez ar gumuniezh en ur [[Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?|votiñ]] a-raok disul 5/12/2010 da hanternoz.
A galon --~~~~
A-du gant kinnig Implijer:Y-M D. --Llydawr 30 Du 2010 da 17:33 (UTC)[respont]
Ne welan ket petra zo da gadarnaat : ur vouezh evit ar c'hinnig 1, ur vouezh evit ar c'hinnig 3, hag ur vouezh null en em gavet 6 devezh goude dibenn ar votadeg. --82.127.123.53 30 Du 2010 da 14:52 (UTC)[respont]
Ne c'haller ket kemm ar reolennoù e-kreiz ar c'hoariadeg peogwir ne blij ket an disoc'h. Pe neuze n'eus ket da gaout fiziañs e seurt abadennoù nag en o aozerien. Bianchi-Bihan 30 Du 2010 da 21:38 (UTC)[respont]
Mar plij arabat kontañ forzh petra. Ur goulenn a savin ouzhit hepken : Ha gellout a reer sevel un dibab evit kumuniezh Wikipedia brezhonek a-bezh gant 2 pe 3 vot ? Ne soñj ket din e vefe gwall vat evit Wikipedia, a-fed siriusted ha kred. Ur raktres a-stroll an hini eo Wikipedia, hag a-bouez eo e vefe lendan ha lies ar c'hemer perzh evit seurt dibaboù. Komz a rez ivez eus disoc'hoù ha ne blijfent ket, da biv 'ta ? A-du on me gant an nebeut votoù a zo bet, setu n'eo ket en va interest kinnig astenn an traoù. "N'eus ket da gaout fiziañs e seurt abadennoù nag en o aozerien" a lavarez, ar c'hontrol rik a soñjan dre ma savan ar goulenn ouzh ar gumuniezh evit kaout ali an dud ha gwelet ar pezh 'vo graet ha n'eo ket tamm ebet divizout deus va zu ar pezh a zo d'ober. A galon --Y-M D (kaozeal) 30 Du 2010 da 21:55 (UTC)[respont]
Peogwir e kontan n'eus forzh petra (n'eo ket me am eus skrivet E-pad 2 sizhun e vo digoret ur prantad mouezhiañ a-benn divizout peseurt kinnig a vo kemeret da bolitikerezh ofisiel Wikipedia brezhonek, ...) n'ac'h eus nemet ober ar respontoù goude ar goulennoù. Bianchi-Bihan 30 Du 2010 da 22:05 (UTC)[respont]
Evel ma vez meneget ganit e oa raktreset an traoù e-mod-se, met evel ma lavaran a-us ne seblant ket trawalc'h ar c'hemer perzh evit kaout eus un dibab solut. Ha neuze e kinnigan d'ar gumuniezh astenn an traoù evit ma vefe kadarnaet ar votadeg a vez anv diouti abaoe pell amzer. Ur goulenn hag a savan eo, un ali am eus, met kontant 'vefen o klevout ali ar re all evit gwelout petra ober... A galon --Y-M D (kaozeal) 30 Du 2010 da 22:14 (UTC)[respont]
G.S : Pa sellan en-dro ouzh pajenn ar votadeg e welan ur gudenn all. N'eus bet kemeret diviz ebet a-benn ar fin, rampo eo daou ginnig ma toujer d'an div sizhun aotreet (dre ma rankfemp nullañ da vot). En abeg da-se ivez e kav din e vefe talvoudus mont betek disul, ha pediñ an dud da reiñ o soñj. A galon --Y-M D (kaozeal) 30 Du 2010 da 22:17 (UTC)[respont]

Hervez reolennoù mont en-dro WP n'eo nemet "kumuniezh ar wikipederien" a c'hall cheñch ar reolennoù. Ur votadeg a zo bet, hag an disoc'h a zo, evel m'eo bet merzet c'hoazh: 1 vouezh (50%) evit ur c'hinnig, hag 1 vouezh (50%) evit ur c'hinnig all. --Trec'hlid mitonet 1 Kzu 2010 da 09:54 (UTC)[respont]

A-du a-grenn. N'hall ket ur merour kemm ar reolennoù evel a gar. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2010 da 16:49 (UTC)[respont]
War a welan e kendalc'h lod da livañ gevier. N'am eus kemmet reolenn ebet, evel ma vez meneget gant Trec'hlid ez eo ar gumuniezh a zibab, hag ur c'hinnig a ran, dezhi da zibab a-stroll neuze.
Ma, lakomp ne fellfe ket d'ar gumuniezh hiraat ar votadeg, lavarit din eta peseurt diviz a zo bet kemeret ? --Y-M D (kaozeal) 1 Kzu 2010 da 17:29 (UTC)[respont]
Marteze e vije poent furaat: n'eo ket aotreet ar c'hunujennoù hervez wikipedia: tagadennoù personel. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2010 da 17:34 (UTC)[respont]
Hag aotreet eo lavaret traoù ha n'int ket gwir diwar-benn implijerien all ? Hag evit ar pezh a sell deus va goulenn diwar-benn disoc'h ar votadeg e pefe ur respont ? A galon --Y-M D (kaozeal) 1 Kzu 2010 da 17:40 (UTC)[respont]
Me ne ran nemet lenn:

E-pad 2 sizhun e vo digoret ur prantad mouezhiañ a-benn divizout peseurt kinnig a vo kemeret da bolitikerezh ofisiel Wikipedia brezhonek, e-keit ar mare-se e c'hello kenderc'hel an divizoù evel-just. Gwir eo n'eo ket merket pegoulz e kroge an div sizhun, na pegoulz e echuent. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2010 da 17:51 (UTC)[respont]

Resisaet eo bet ar prantad-se ur wech lañset an traoù : Digoret e vo ar vouezhiadeg e-pad pemzektez, eus al Lun 8 a viz Du 2010 betek al Lun 21 a viz Du 2010...
Pouezhus e kavan e vefe termenet reolennoù sklaer ha gwir eo ez eo echu ar prantad termenet en deroù. Nemet n'eo ket bet fonnus ar c'hemer perzh evit divizout eus un dra hag a dizho ar gumuniezh a-bezh, ha bresk eo an diviz neuze... Ouzhpenn-se e vefen kontant gant un taol sikour evit studiañ an disoc'hoù, peseurt kinnig an hini eo a zo bet dibabet ? 50% evit ur c'hinnig hag 50% evit unan all disheñvel mat, penaos klozañ ? A galon --Y-M D (kaozeal) 1 Kzu 2010 da 18:20 (UTC)[respont]
Gwir eo, n'em boa ket gwelet ken bremañ: o sevel pennadoù e oan e-keit-se, evit tizhout ar 36 000. Bianchi-Bihan 1 Kzu 2010 da 18:31 (UTC)[respont]