Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 44, bloaz 2011
31/10/2011 — 06/11/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun ha daou-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Serriñ ur gont
[kemmañ ar vammenn]- Serret eo bet ma c’hont e miz Here e-pad 7 devezh (3+1+3) gant ar merour Kadwalan. Dre ma ran war-dro 5 pennad nevez bemdez peurliesañ ( tremen 15 a-wechoù) ez eus bet kollet 7x5= 35 pennad nevez abalamour dezhañ. Labour eus ar c'hentañ.
- Ar wech diwezhañ e oa tri deiz zo, abalamour d’ur fazi “tapout-ha-pegañ” graet ganin. N’eo ket aotreet, emezañ. Ar fazioù dezhañ zo aotreet, evel amañ http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dardania_%28Anatolia%29&action=historysubmit&diff=1089960&oldid=774478, yezhadur hag all, d’ar re all n’int ket. Ur gentel vat evit an holl. Pell emaomp diouzh marevezh hon wiki-ni, deuet davezañ "e wiki-eñ".
- “Ne vez ket plantet gerioù estren diabeg er wikipedia brezhonek” emezañ. Ne gomzan ket ar memes brezhoneg eveltañ ha ne blantan netra. Ar gudenn vras gantañ eo n’eus nemet an aotrou Kadwalan a ziviz petra eo an abegoù mat hag ar re fall. An holl c’halloud etre daouarn un den hepken n'eo ket yac'h e nep bro, hag er wikipedia eo heñvel. Evel ma n’eo ket un den neptu ne gav nemet abegoù fall er pezh a ran.
- Ul labour diaes eo, a gavan, ober war-dro ar pennadoù-se, gant anvioù disheñvel d'an dud hervez ar yezhoù: n'em eus ket ezhomm da gaout mistri didruez war ma choug ouzhpenn.
- Ha dont a ra memes tra da lakaat mesk em labour, ken e kollan penn an neudenn, hag e ran fazioù, goude e teu an den difazi da serriñ ar pennadoù, ma n’hallan ket kenderc’hel nag echuiñ anezho, hag eñ ne ra netra d’o gwellaat pa n'eo ket gouest: sellout ouzh Rouanezed Portugal ha nouspet all. Setu e chomont diechu, ha setu stad un tregont pennad evel-se a-drugarez dezhañ. Mar dalc’h an den da vont war an hent-se evel-se e kresko an niver abalamour dezhañ.
- Ar brizharguzennerezh “plantet” gantañ em fajenñ zo ur yod digomprenus. War a seblant ne oar ket petra eo un anv boutin, met se ne vir ket outañ da brezeg a-hed hag a-dreuz amañ: [[1]].
- Gaou a lavar pa skriv (sic):” Gallout a rez mont e darempred gant merourien all ma fell dit”. Pa vez serret ur gont n’haller ober netra, na mont e darempred gant den ebet. N’en deus nemet serriñ e gont e-unan da welout. Kement-se a lakao peoc’h ur pennad dre amañ e-keit-se.
- Divezh evel ma oar bezañ e tispak ”Pec'hed eo koll amzer ha pennadoù (da re ha ma re) gant traoù evel-se.” Ma chomfe sioul e-lec’h lakaat mesk em labour ne vije ket kollet amzer gant den ebet. Ha gouest eo da gompren se? N'on ket sur. Bianchi-Bihan 31 Her 2011 da 19:42 (UTC)
- Stanket eo bet ouzh da gont evit an abegoù displeget splann ez pajenn kaozeadenn : lakaat dizurzh er pennadoù o sevel pennadoù doubl hag o terriñ istor ar pajennoù, kunujennoù, ha bremañ vandalerezh. Ret eo sentiñ ouzh reolennoù mont en-dro wikipedia, forzh pet pennad e vefe savet ganit. Roet em eus da c'hoût dit e oa ret chom hep lakaat dizurzh er pennadoù a-raok ha n'eo ket ar wezh kentañ e rez traoù a-seurt-se n'haller ket degemer. Evel just e ran fazioù evel an holl met n'eo ket aze emañ an dalc'h. Ar pezh a oa rebechet dit a denne da bennreolennoù wikipedia ha da framm ar pennadoù.
- Sklaer eo ez eo Osterreich pe Bayern (ha re all) gerioù brezhoneg dianav din ha na'm eus ket kavet er geriadur.
- Ne'm eus ket miret ouzhit a skrivañ posteloù ha forzh penaos o deus ar verourien all kontoù er wiki gallek pe e wikimammenn, wikisource hag e lec'h all. Ar stankadenn ne vire ket ouzhit a skrivañ dezhe.
- Poent e vefe paouez lavaret traoù n'int ket gwir ha bezañ un tamm sirius. Te an hini a choaz da chom hep labourat e pannadoù zo pa vez skrivet un dra bennak na blij ket dit. Dister a dra a-wezhioù evel pa ouzhpennan ur mellad evit ma vo gwelet an notennoù savet ganit. Ha goude e tisklêriez war ma fajenn ne labouri ket er pennad-mañ, rouanezed Portugal, abalamour da se ! Da choaz eo met n'eo ket gwall sirius hag onest e vefe chom hep teurel ar garez warnon. Ha ken sirius all eo tout an traoù all rebechet ouzhin amañ ganit. --Kadwalan 2 Du 2011 da 00:06 (UTC)
- Stanket eo bet ouzh da gont evit an abegoù displeget splann ez pajenn kaozeadenn : lakaat dizurzh er pennadoù o sevel pennadoù doubl hag o terriñ istor ar pajennoù, kunujennoù, ha bremañ vandalerezh. Ret eo sentiñ ouzh reolennoù mont en-dro wikipedia, forzh pet pennad e vefe savet ganit. Roet em eus da c'hoût dit e oa ret chom hep lakaat dizurzh er pennadoù a-raok ha n'eo ket ar wezh kentañ e rez traoù a-seurt-se n'haller ket degemer. Evel just e ran fazioù evel an holl met n'eo ket aze emañ an dalc'h. Ar pezh a oa rebechet dit a denne da bennreolennoù wikipedia ha da framm ar pennadoù.
Ne lennan ket ken da yod displegadurioù pa ne glaskez nemet lakaat skoilh d'am labour. Hir ha poanius e vez adkavout an dud gant an anvioù disheñvel o devez alies, ha te a deu da washaat al labour, en anv da reolennoù santel, evit ar blijadur da glask rev e-lec'h leuskel al labour da vont betek penn. Paouez a ran eta gant al labour db Bavaria ivez, ne adkavfen ket penn an neudenn ken abalamour d'az labour dispenn, evel am boa graet db Mec'hiko, Brandenburg, Portugal, re all zo bet ha michañs e vo re all c'hoazh. N'eo ket te a ra al labour goude, evel an ensellerien veur. Nann ne labourin ket ken war-dro ur pennad m'az po lakaet da vesk. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 03:18 (UTC)
- Gallout a ran kompren ne blijfe dit e ve kemmet titloù ar pennadoù nemet ne gomprenan ket c'hoazh perak n'o savez ket e brezhoneg da-unan (displegadenn ebet). Emichañs n'eo ket evit ar blijadur da lakaat dispac'h amañ? Goulenn a ran ganit avat diwall d'az komzoù ha klask chom ken seven hag ar re all. Gwall gizidig out pa skriver dit hag abalamour da se e tlefez gouzout diwall da skrivañ ar pezh a zisplijfe dit d'ar re all.--Kadwalan 3 Du 2011 da 17:19 (UTC)
Kaozeadeg
[kemmañ ar vammenn]Piv en deus gwelet ur gaozeadeg a-raok kemm an anv rummad-se gant Kadwalan? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaludon&action=historysubmit&diff=1089937&oldid=895878. Bianchi-Bihan 1 Du 2011 da 02:34 (UTC)
- Hervez doareoù wikipedia e vez degeaset kemmoù gant an holl da wellat ar pajennoù. N'eus ket ezhomm goulenn an aotre pe asant an holl evit pep tra nemet ur gudenn e c'hallfe bezañ. --Kadwalan 1 Du 2011 da 22:53 (UTC)
- N'eo ket gwellaat netra ac'h eus graet war ar pennadoù db Bavaria. Met prest on da sellout ouzhit o kas anezho betek ar penn. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 03:19 (UTC)
- Ne welan ket petra en deus da welet gant Kaludon? Ez pennadoù db Bavaria, ne'm eus graet nemet ober diouzh reolennoù wikipedia : an titloù a zle bezañ e brezhoneg pa vez tu. --Kadwalan 3 Du 2011 da 17:19 (UTC)
- N'eo ket gwellaat netra ac'h eus graet war ar pennadoù db Bavaria. Met prest on da sellout ouzhit o kas anezho betek ar penn. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 03:19 (UTC)
Vandalerezh
[kemmañ ar vammenn]Setu aze un taol kaer: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Caroline_von_Brandenburg-Ansbach&action=historysubmit&diff=1090590&oldid=1083203. Ijinañ un anv Karolin war zigarez brezhonekaat: Caroline eo anv ar rouanez-se. Penaos e c'hall ul labourer adkavaout e voc'h bihan pa deuez da lakaat mesk evel-se mann nemet evit ar blijadur? Pa n'anavezez ket an dachenn e vefe gwell ha furoc'h dit chom sioul. Gant an taol vandalerezh-se e serri da gont tri devezh ivez? Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 04:27 (UTC)
- Ne zeufen ket da lakaat ma fri ez labour kement ma vefe savet titloù ar pennadoù ganit e brezhoneg. Hag evit a sell Karolin/caroline, pebezh kemm !--Kadwalan 2 Du 2011 da 15:39 (UTC)
- Un taol vandalerezh e oa, n'eo ket ur c'hemm. Hag ur skoilh ouzh ma labour, evel ma oarez ober. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 15:43 (UTC)
- Ne glaskan ket ober skoilh da'z labour. Traoù plijusoc'h em befe d'ober zoken evit adenvel titloù pennadoù en alamaneg. Diwall avat da chom hep ober gant ar ger vandalerezh a-dreuz hag a-hed evit traoù dister mar plij.--Kadwalan 3 Du 2011 da 17:19 (UTC)
Vandalerezh adarre
[kemmañ ar vammenn]- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1090580
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324
- http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1093321
Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se
- a vir a lakaat anv gwir un den en ur pennad dre bemp gwech en hevelep deiz
- a implij e statud gwarezet evit seveniñ oberoù a lakfe kont n'eus forzh piv da vezañ serret . Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 15:59 (UTC)
- Kenderc'hel a ra Bianchi-Bihan da lakaat anvioù an titloù pennadoù en alamaneg ha bremañ e tiverk anvioù an titloù e lizherennoù druz en destenn d'o lakaat en Alamaneg dibaouez. Lavaret em eus e vefe kenkoulz lakaat an titl e lizherennoù druz hag an anv en alamaneg e-kichen, evel ma vez graet da gustum er pennadoù. Ne fell ket dezhañ. Evit doare e oar kontañ gwelloc'h evidon ha tapet on bet o kemmañ teir gwezh ar pennad. Absolvenn. Setu adarre ur brezel embann digomprenus gantañ adarre ha n'ouzon ket evit petra zoken. Kontant on ma vo displeget din. Mod all e vefe mat skrivañ ar pennadoù evel ma vez ar boaz.
- Peseurt Statud hag eus petra resis emaout o komz Bianchi?--Kadwalan 2 Du 2011 da 16:27 (UTC)
- Lemel danvez holloueziadurel dre bemp gwech (ha n'eo ket teir), hag atav digastiz? Sede penaos e tro hon wiki-ni en e wiki-eñ. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:47 (UTC)
- Ha ret eo kompren ez eo adarre tagadennoù disol? N'az teus netra da lavaret da zisplegañ perak e lakaez anvioù alamaneg e lizherenoù druz e-lec'h anv ar pennadoù dibaouez ? Un abeg zo moarvat --Kadwalan 2 Du 2011 da 16:50 (UTC)
- Respont ebet atav. Ha gallout a ran goulenn adarre perak ne heuliez ket boazioù wikipedia diwar-benn framm testenn ar pennadoù ha perak e talc'hez da ziverkañ ar pezh zo skrivet hervez ar c'hiz a vez da sevel an testennoù (titloù pennadoù e druz, titloù adkasoù ivez diouzh tro, hag anvioù e yezhoù estren e lizherennoù stouet)? Perak o diverkez an titouroù mat dre bemp gwezh ivez? Perak e lakaez atav anvioù en alamaneg na glotont gant titl ar pennad? --Kadwalan 3 Du 2011 da 17:19 (UTC)
- Un toullad boazioù zo bet krouet gant tud a bep seurt, ha me en o zouez.
Ne welan ket mat petra am bije diverket, met n'eus forzh piv a welo mat eo ganit eo bet diverket anv gwir an dud er pennad uheloc'h, evel en un toullad all. Afer Jord Herbert (un anv faos hag a dleje bezañ diverket gant merourien aketus) oc'h adkregiñ ganit eta. E portugaleg o deus anvioù portugalek, en Alamagn anvioù alamanek, n'eo ket diaes da gompren, ne welan ket kalz a dud a spontfe o welout an anvioù-se meneget en ur pennad betek mont d'o diverkañ dre bemp gwech en hevelep deiz, nemet unan a ve. Betek-hen n'eus ket bet merour kalonek a-walc'h evit ober an disterañ evezhiadenn dit abalamour da se. Ma'm bije graet an hanter kemend-all e vije bet serret ma c'hont diouzhtu. Ur ger am eus kavet fentus uheloc'h: absolvenn. Evel un anv eus Gorsez Digor. Brav hag aes eo an emabsolviñ: servij a ra ivez da chom hep emzigareziñ morse goude kunujenniñ. Bianchi-Bihan 3 Du 2011 da 18:21 (UTC)
A-greiz ma oan o labourat war ar pennad Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt en deus kemmet an anv a-ratozh-kaer, evit lakaat skoilh adarre, ha setu kollet ma labour. Eñ an hini a echuo ar pennad? Evel Rouanezed Portugal ? Gwelomp. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 17:35 (UTC)
- Kavout a ran souezhus e vefe kollet an disterañ tra peogwir e ouez ar meiziant digeriñ ur voest ispisial gant da gemmoù pa vez enrollet kemmoù gant meur a implijer war un dro. Forzh penaos ne vefe ket graet a-ratozh ha diwall a rin ne c'hallfe ket c'hoarvezout en-dro dre c'hortoz ma labouri war ur pennad all da zegas kemmoù. --Kadwalan 3 Du 2011 da 17:19 (UTC)