Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32 bloaz 2009

Eus Wikipedia

3/08/2009 — 9/08/2009

skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Eurovision Song Contest[kemmañ ar vammenn]

En em c'houlenn a ran penaos e c'helfer lavar Eurovision Song Contest (e saozneg, Concours Eurovision de la chanson e galleg, Festival de la Canción de Eurovisión e kastilhaneg) e brezhoneg ? Trugarez d'ober kinnigoù war un droidigezh poellek. --Y-M D 6 Eos 2009 da 19:07 (UTC)[respont]

Kenstrivadeg an Eurovision marteze, pe Kenstrivadeg Eurovision ar ganaouenn. Ar ger Eurovision a zo da leuskel evel-se d'am soñj. Ne welan ket troidigezhioù all... Ha poellek a-walc'h eo ma zroidigezhioù?--Gwendal 6 Eos 2009 da 19:37 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du eo ret derc'hel Eurovision, met evit ar peurest eo diaes kavout, souezhus e ra. Da gentañ em boa soñjet e Kenstrivadeg Eurovision ar ganaouenn eveldout ha goude em boa treuzfurmet-se e Kenstrivadeg ar ganaouenn Eurovision . Plijet on gant da c'hinnig Kenstrivadeg an Eurovision, simpl eo hag er pajenn e vo displeget e vez kaoz eus ur c'henstrivadeg kanaouennoù. Neuze... ? Gortoz a rin da respont hag alioù all, met evit ar poent e skrivan ar pennadoù hep kemer-se e kont. Trugarez ! --Y-M D 6 Eos 2009 da 19:57 (UTC)[respont]
savet 'm boa ar pennad Eurovision, n'eo ket mat kenstrivadeg eurovision ar c'han evel m' boa lakaet ?--Gouerouz 6 Eos 2009 da 20:03 (UTC)[respont]
Digarez ac'hanon n'em boa ket gwelet ar pennad-se, gwir eo e kavan poellek-tre da ginnig. Petra soñj ar re all ?--Y-M D 6 Eos 2009 da 20:05 (UTC)[respont]
Ya, gwir. Kenstrivadeg eurovision ar c'han a zo gwelloc'h c'hoazh ya.--Gwendal 6 Eos 2009 da 20:09 (UTC)[respont]
Diskoulmet ar gudenn neuze. Mont a ran da reizhañ an traoù. --Y-M D 6 Eos 2009 da 20:10 (UTC)[respont]