Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 30, bloaz 2013
22/07/2013 — 28/07/2013
[kemmañ ar vammenn]Pywikipedia is migrating to git
[kemmañ ar vammenn]Hello, Sorry for English but It's very important for bot operators so I hope someone translates this. Pywikipedia is migrating to Git so after July 26, SVN checkouts won't be updated If you're using Pywikipedia you have to switch to git, otherwise you will use out-dated framework and your bot might not work properly. There is a manual for doing that and a blog post explaining about this change in non-technical language. If you have question feel free to ask in mw:Manual talk:Pywikipediabot/Gerrit, mailing list, or in the IRC channel. Best Amir (via Global message delivery). 23 Gou 2013 da 12:55 (UTC)
Pennadoù-skrid bet savet dindan raktres Lise Diwan
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl,
Daoust hag unan bennaket a vefe c'hoazh oc'h ober war-dro (kempenn, reizhañ pa'z eus ezhomm, hag all) an toullad pennadoù-skrid a oa bet savet d'an ampoent ?
A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Gou 2013 da 17:44 (UTC)
- Den ebet, abaoe pell. Unan eus kelennerien lise Diwan (Lomigbad war a welan) a oa oc'h ober war-dro, mat e ve mont da zivizout gantañ.--Gwendal (kaozeal) 24 Gou 2013 da 07:25 (UTC)
Ur mennozh mat e oa bet ober da dud yaouank sevel pennadoù amañ. Daoust ma n'eo ket disi an holl anezhe e oa bet degaset boued sof-kont gant al liseidi-se koulskoude. Domaj eo stadañ ez int chomet hep bezañ na kempennet na reizhet, ne gav ket deoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gou 2013 da 08:32 (UTC)
- Un toullad mat a bennadoù a zo chomet en ur stad fall bloavezhioù ha bloavezhioù (un tammig gwelloc'h e teu da vezañ bremañ), ha pa vefent savet gant liseidi pe get, a lak da soñjal me war ar fed e chom nebeut amzer an dud hag a lak boued er wikipedia-mañ. Ur gwir labour eo sevel pennadoù hag hizivikaat anezho dreist-holl. Digalonekaet a c'hellfer bezañ gant an niver bihan a vrezhonegerien prest da gregiñ er raktres en un doare padus.--Gwendal (kaozeal) 24 Gou 2013 da 09:54 (UTC)
Moarvat ez eus abegoù mat (pe fall) ma'z a tud 'zo war zigalonekaat ha n'on ket evit ho tislavaret o vezañ na zeuan ket amañ ken alies-se da reiñ ma skodenn, gwir eo. Dizroomp d'hon c'hazeg ma karit : ha tu zo da c'hoût peseurt pennadoù resis a oa bet savet gant an implijer Lise Diwan, d'ho soñj ?--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gou 2013 da 13:58 (UTC)
- Ar respont? [1]
Kadbzh (kaozeal) 24 Gou 2013 da 14:55 (UTC)
- Aze kentoc'h : Rummad:Raktres Lise Diwan pe Implijer:Lise Diwan/Pennadoù.--Gwendal (kaozeal) 24 Gou 2013 da 15:29 (UTC)
Sklaer eo, trugarez deoc'h ho-taou.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Gou 2013 da 20:13 (UTC)