Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 30, bloaz 2010

Eus Wikipedia

26/07/2010 — 01/08/2010

Skrivañ un dra bennak en tregontvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

D'am meno e oa tizhet an 35000 pennad evit ar beure, a-raok 10 eur. Ne chom ken 'met 15 000 da dapout an 50 000. Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 08:05 (UTC)[respont]

Ma! War aseblant eo koazhet an niver eus 35 000 da 34 700. Netra da gompren. Diskuizh ! Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 08:46 (UTC)[respont]
Diouzh gwelout e vank 300 pennad da vont betek 35 000. Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 16:43 (UTC)[respont]

Patrom da zigeriñ ha da serriñ[kemmañ ar vammenn]

Ne zeuan ket a-benn da blantañ ar patrom en:Template:Navbox_with_collapsible_groups e-barzh Wikipedia brezhoneg.

Evil ar poent e chom difiñv... Patrom:Navbox_with_collapsible_groups

N'int ket heñvel tamm ebet.

Sañset eo ret kaout HTML Tidy dija (en:Template:Navbox#Copying_to_other_projects_or_wikis.3F).

--MP 30 Gou 2010 da 14:54 (UTC)[respont]

Ma ne fazian ket, n'on eus ket rik ar memes patromoù navbox peogwir e vank kodoù css amañ, n'int ket ar memes re hag ar wiki saoznek (gwelout ar rann "Default skin for navigation boxes" ha keñveriañ gant hon hini). Ma 'z eo disheñvel ar c'hodoù css e vo disheñvel an disoc'h daoust d'ar memes "kod patrom" lakaet er patromoù.

--Gwendal 1 Eos 2010 da 13:48 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h !

Cheñchet em eus ma neuz personel http://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:MP/vector.css gant pezh zo e http://en.wikipedia.org/wiki/MediaWiki:Common.css. Ha memestra e chome ar patromoù…

Cheñchet em eus http://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:MP/vector.js keit ha vezen ganti war patrom ar bajennad http://en.wikipedia.org/wiki/MediaWiki:Common.js. Ha gant-se e tigor hag e serr ar patromoù.

Gwarezet eo bet ar pajennoù

http://br.wikipedia.org/wiki/MediaWiki:Common.css
http://br.wikipedia.org/wiki/MediaWiki:Common.js

Piv a cheñcho anezhe ?

--MP 3 Eos 2010 da 07:53 (UTC)[respont]

Dav eo goulenn digant ur merour evit cheñch ar bajennoù. Da ziwall a zo memestra, ar c'hodoù css a oa betekhen a zo da virout: implijet e vezont evit ar patromoù infobox da skouer.--Gwendal 3 Eos 2010 da 08:22 (UTC)[respont]