Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2013

Eus Wikipedia

27/05/2013 — 02/06/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en eil sizhun warn-ugent eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Skeudennoù[kemmañ ar vammenn]

Un nebeud skeudennoù zo bet nevez-lakaet er Wikipedia-mañ, evel Restr: Nabi Samwil early 1900s.jpg pe Restr:KERRAIN Mark - Harry Potter ha Maen ar Furien.jpg hep ma vefe bet disklêriet petra eo o orin. Ne ouzer ket daoust ha gwirioù zo warno na daoust ha frankiz zo d’o lakaat er pennadoù. Mat e vefe d’ar re a zegas seurt skeudennoù er pennadoù displegañ a belec’h e teuont ha daoust hag aotre zo d’o implij. Ma vez un aotre skrivet splann, evel e Restr:J. K. Rowling 2010.jpg da skouer, e c’hallint bezañ implijet gant an holl hep gwirioù hag e c’hallint neuze bezañ lakaet e Wikipedia Commons. --Llydawr (kaozeal) 28 Mae 2013 da 16:18 (UTC)[respont]

Restr: Nabi Samwil early 1900s.jpg zo tapet ganin eus ar wiki saoznek (hag amañ : [1] , ha n'eus ket gwirioù ken ( 1900 + 70 bloaz) ; ar re all zo bet degaset gant tud all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Mae 2013 da 17:28 (UTC)[respont]