Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14 bloaz 2009

Eus Wikipedia

06/04/2009 — 12/04/2009

skrivañ un dra bennak er pevarzekvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Piv a oar petra eo droug Sant Pêr? Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 17:20 (UTC)[respont]

skeudenn da dreiñ

[kemmañ ar vammenn]

Piv zo barrek da cheñch skridoù en ur skeudenn ? Sed amañ ar skeudenn a garjen treiñ ar gerioù enni : Chromosome Turkish Text.png hag ar gerioù : çekirdek : nukleus hücre : kellig telomer : telomer sentromer : santromer kromatit : kromatit histon : histon çift sarmal : biñs doubl TDN baz çiftleri : koubladoù baz --Gouerouz 9 Ebr 2009 da 15:14 (UTC)[respont]

Evit mont da welout e vije ret gouzout pelec'h emañ. Evit treiñ turkeg e vije ret gouzout ar yezh. A galon. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2009 da 15:36 (UTC)[respont]
hama, e wikimedia commons emañ ar skeudenn hag evit an turkeg... lakaet 'm eus an droidigezh !--Gouerouz 9 Ebr 2009 da 16:01 (UTC)[respont]
Ret eo dit reiñ ar chomlec'h, ma kerez: evel http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_15_bloaz_2009&action=edit&section=1, pe me oar. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2009 da 17:06 (UTC)[respont]
ok ! me gave din e oa trawalc'h gant anv ar skeudenn evit adkavout anezhi. sed amañ : http://commons.wikimedia.org/wiki/File:Chromosome_Turkish_Text.png --Gouerouz 9 Ebr 2009 da 17:11 (UTC)[respont]
Gwir eo, met ret e vez klask un tamm ha diegi em boa, met kavet em boa ma-unan, ha lorc'h ennon, un doñjer. Plijadur dit gant da gromozom. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2009 da 17:19 (UTC)[respont]
Trugarez met... euh... he he... ar gudenn eo : penaos lakaat ar gerioù brezhonek war ar skeudenn ???--Gouerouz 9 Ebr 2009 da 17:32 (UTC)[respont]
Se n'ouzon ket, met anaout a ran unan hag a oar, hag implijer: Yun an hini eo. Ma marteze on faziet. Met gwelet em eus bet un displegadur ur wech. Marteze e oaro Kad pe Llydawr, hon eñvor dimp holl. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2009 da 17:54 (UTC)[respont]
Graet --Matilin 23 Ebr 2009 da 21:14 (UTC)[respont]

Translatewiki.net update

[kemmañ ar vammenn]