Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08, bloaz 2017

Eus Wikipedia

20/02/2017 — 26/02/2017[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2017 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Celtic and Indigenous Languages Conference[kemmañ ar vammenn]

Dear colleagues, The first ‘Celtic Knot’ – Wikipedia Language Conference will take place 5 & 6 July 2017 at the University of Edinburgh in collaboration with Wikimedia UK. Please save the date. The event will focus on Celtic Languages and Indigenous Languages, showcasing innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities. The call for ideas closes on 10th March 2017. Our vision is for diverse participants working in Celtic and Indigenous languages ranging from Wikimedians, educators, researchers, information professionals, media professionals, linguists, translators, learning technologists and more coming together to share good practice and find fruitful new collaborations to support language communities as a result of the event. To find out more about the conference themes and the format of sessions please visit the Celtic Knot page. Email your session proposal to ewan.mcandrew@ed.ac.uk indicating the session type by no later than Friday 10th March. Please feel free to forward this event to interested colleagues in your network. If you would like to more then please contact me direct at ewan.mcandrew@ed.ac.uk Very best regards, Stinglehammer (kaozeal) 23 C'hwe 2017 da 23:30 (UTC)[respont]

I could be interested. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2017 da 17:41 (UTC)[respont]

Galleg en etrefas[kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer sikour evit treiñ yezh an etrefas war lec'hienn Translatewiki https://translatewiki.net/, trugarez d'an holl re a zo mat dezho reiñ an dorn. Muioc'h-mui a labour zo pa ne baouezer ket da nevesaat an etrefas ha da zegas gwellaennoù enni. Un dra zo avat. Evit poent, er wikipedia brezhonek, evel en holl wikipediaoù all, pa ne oa ket troet meneg pe veneg e brezhoneg c'hoazh e teue ar c'hemennadennoù war wel e saozneg. A-feur ma vezent troet e vezent erlec'hiet gant ar bommoù brezhonek a zeree. Evel-se eo aet en-dro digudenn abaoe savidigezh ar raktres ouzhpenn 10 vloaz zo bremañ. Nevezenti zo avat, unan eus merourien Translatewiki en deus divizet dre e benn dezhañ e-unan e oamp-ni holl paour-keizh Gallaoued ac'hanomp ha neuze e oamp holl divarrek da gompren saozneg. A zo gwell, war a seblant n'omp ket evit padout gant ar c'hoant da gaout galleg forzh pegement war hor wiki, se zo sañset evit sikour e kemerfe kalz muioc'h a dud perzh en hor wiki ivez... Neuze en deus divizet an den-se cheñch ar reolenn, skarzhañ ar yezh orin ha lakaat galleg e plas dre ziouer evit an holl re a zibab ober gant an etrefas brezhonek bremañ, ha kement-se war holl raktresoù Wikimedia. Ouzhpenn ma kav din n'eo ket da dud diavaez ar raktres da zivizout peseurt yezh a fell deomp gwelet o tont war wel war hor wikioù deomp-ni, ez eus ur bern heuliadoù chalus gant an diviz-se. Raktresoù Wikimedia zo sañset bezañ raktresoù distag eus ar Stadoù, gant se emañ holl yezhoù ar bed er memes par. Gant ar cheñchamant e teu tamm-ha-tamm hor wikioù da vezañ raktresoù a eil renk, dindan askell ar galleg evit kregiñ, dindan askell ar wikipedourien c'hallek un deiz bennak ivez marteze a-walc'h. Rediañ a reer ouzhimp a welet ar bed dre daoulagad ar galleg nemetken ha mirout a reer ouzhimp a vezañ a-live gant ar yezhoù all. Mar fell deoc'h e virfe ar raktresoù brezhonek o emrenerezh ha ma ne fell ket deoc'h e teufe bommoù gallek d'en em silañ dre holl en etrefas, trugarez da lezel ur gerig aze : https://translatewiki.net/wiki/Portal_talk:Br da zisplegañ ne fell ket deomp kaout galleg war hon etrefas (gallout a rit lenn an arguzennerezh). Gallout a rit ivez lezel ur ger war bajenn gaozeal an hini en deus graet war-dro ar cheñchamant (un italian eo) aze : https://translatewiki.net/wiki/User_talk:Nemo_bis

Trugarez vras d'an holl --Fulup (kaozeal) 26 C'hwe 2017 da 10:26 (UTC)[respont]

Ha penaos e reer evit skrivañ dezhañ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2017 da 11:22 (UTC)[respont]

Al liamm diwezhañ lakaet ganin a gas d'e bajenn gaozeal war Translantewiki. --Fulup (kaozeal) 26 C'hwe 2017 da 11:29 (UTC)[respont]