Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 06 bloaz 2009
Neuz
09/02/2009 — 15/02/2009
- skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Wikigeriadur/wikeriadur
[kemmañ ar vammenn]N'ouzon ket gwall vat petra e talv kement-se, met 11 500 pennad a vije e-barzh hervez a zo skrivet. 82.255.54.198 10 C'hwe 2009 da 08:40 (UTC)
Yezh
[kemmañ ar vammenn]Mat eo gouzout anvioù yezhoù Afrika, pe Azia, met petra eo anv ar yezh anvet Scots e Bro-Skos? Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2009 da 14:54 (UTC)
- E skridoù brezhonek zo e kaver "skoseg" evit an dra-se. Arzel Even, en e Istor ar yezhoù keltiek, a skrive diwar-benn ar ger-se : "n'eo ket reishoc'h implijout ar ger-se evit rannyezh c'hermanek (anglek) kreisteiz Bro-Skos eget ober "brezhoneg" eus rannyezh romanek reter Breizh" (eil levrenn, p. 363). War ar gartenn embannet gant TES (yezhoù Europa) e kaver an anv "skoteg", gant T. Ha war ar gartenn-se e reer "skoseg" eus gouezeleg Bro-Skos. Un diskoulm all zo c'hoazh : ober gant "Scots" evel ma reer e meur a yezh (katalaneg, alamaneg, galleg). --Llydawr 10 C'hwe 2009 da 17:22 (UTC)
Freya
[kemmañ ar vammenn]Emaon o labourat war ur pennad diwar-benn ar valkiriezed. Penaos e vefe Freyja e brezhoneg? Saozneg :Freyja, alamaneg : Freya, yezhoù Skandinavia : Freja, Frøya.--Ex-Smith 12 C'hwe 2009 da 12:43 (UTC)
- Freya pe Freia. N'eus nemet lakaat an daou anv. Penaos e vez distaget? Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2009 da 12:44 (UTC)
- Kavout a ran-me gwell ar stumm "Freya". Ha kevatel eo da "Frig(g)"? Ul liamm talvoudus all: Frijjō. Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2009 da 12:50 (UTC)