Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2012

Eus Wikipedia

30/01/2012 — 05/02/2012

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Krouidigezh ar c'hKLT gant Frañsez Vallée

[kemmañ ar vammenn]

Salud d'an holl,

Marteze e vefe unan bennak en ho touez gouest da reiñ sklêrijenn din :

War-lerc'h an emvodoù a oa bet renet gant Frañsez Vallée e penn-kentañ an ugentvet kantved (1908 ?) e oa bet laket du war wenn ar reolennoù diazez a yae d'ober ar brezhoneg unvan pe gKLT c'hoazh. Ha goût a rit hag-eñ e oant bet embannet en un niverenn bennak eus ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned ?

Trugarez vras deoc'h en araok.--Prieladkozh 1 C'hwe 2012 da 12:16 (UTC)[respont]

Kavet e vez ur rentañ-kont e dibenn Yezhadur Brezhoneg Treger gant Louis Le Clerc (p.225-227). War a seblant eo tennet diouzh Kroaz ar Vretoned niv.224.--Trec'hlid mitonet 1 C'hwe 2012 da 12:37 (UTC)[respont]

Trugarekaat !--Prieladkozh 1 C'hwe 2012 da 15:09 (UTC) Bet e oan o lenn niverenn 224 Kroaz ar Vretoned n'eus ket pell 'zo ha, siwazh din, tro wenn am boa graet...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mae 2012 da 15:24 (UTC)[respont]

Degas kemmoù war ar bajenn-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Unan bennak en deus kemmet un anv kozh da lakaat Degas kemmoù war ar bajenn-mañ, hep goulenn ali an impijerien ha labourerien. N'eus ket ezhomm eus ar verb degas amañ, deuet diwar levezon anat ar galleg. Mat e oa leuskel evel ma oa a-raok. Ma fell da unan bennak kemmañ e vije ret ober hervez ar brezhoneg. Neuze: lakaat kemm er pennad. Da c'hortoz kinnigoù all ouzhpenn ma hini (gwelloc'h a vo kavet marteze), hag en anv ar brezhoneg, mar plij, distroomp d'an anv a oa a-raok hag ar buanañ ar gwellañ. Trugarez Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2012 da 17:25 (UTC)[respont]

S.o. Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 04, bloaz 2012.
Gallout a rez bezañ resisoc’h ? N’eus nemet MediaWiki:Editthispage ? War MediaWiki:Protectedpagewarning, MediaWiki:Protectedpagestext, MediaWiki:Captcha-edit, h.a. h.a. oa bet implijet « degas kemmoù » gant Fulup ivez. « Kemmañ » oa a-raok (nemet war Wikipedia ; war Commons, Wikimammenn ha Wikeriadur oa « degas kemmoù » abaoe pell dija).
A gln, VIGNERON 4 C'hwe 2012 da 22:06 (UTC)[respont]
Emaon o vont da furchal deus pelec'h emañ ar c'hemm-se o tont. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 C'hwe 2012 da 21:53 (UTC)[respont]