Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 03, bloaz 2015

Eus Wikipedia

12/01/2015 — 18/01/2015

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en trede sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Lorc'hig voan, muioc'h a voged evit a dan

[kemmañ ar vammenn]

Coímbra ne gase da neblec'h en abeg d'an tired war an í, setu eo bet reizhet al liamm : Coimbra. Perak neuze ar flemmadenn-se ? — 2.13.211.103 17 Gen 2015 da 14:12 (UTC)[respont]

Module:Daveennou

[kemmañ ar vammenn]

Hiziv eo bet echuet al labour loc'het e miz Mae 2014 evit ma ne vo ket kaset freuz adarre er Wikipedia brezhonek abalamour d'ar Module:Daveennou ha da Wikidata. Ouzhpenn daou vil pennad hag a implije ar modul-se a oa bet lakaet titouroù falset enno. Talvezet en doa ar freuz-se un toullad goapadennoù ha tagadennoù zoken. Un dornad wikipedourien o doa roet an dorn da reizhañ ar pennadoù : Sad Edgar evit holl gumunioù Penn-ar-Bed ; Trec'hlid mitonet ha ‎Prieladkozh. Neptuet (ger kavet e geriadur MM) em eus ar modul hag arabat e vo implijout anezhañ hiviziken. Goulennet em eus e vefe nullet. A galon, --Yun (kaozeal) 16 Gen 2015 da 16:38 (UTC)[respont]

Demat Yun,
Ne gomprenan ket. Petra zo fall gant ar module-se ? ha/pe petra zo fall gant Wikidata ?
Hervezon, gwelloc'h ha suroc'h eo Wikidata. Ar module néus lakaet freuz nemet ur wezh.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 21 Gen 2015 da 12:07 (UTC)[respont]
Salud dit. Ur wezh a zo trawalc'h. Gallout a rafe degas freuz en-dro ha den ebet n'en deus lavaret e vefe gouest da gempenn ar modul-se betek-gouzout. A galon, --Yun (kaozeal) 22 Gen 2015 da 06:38 (UTC)[respont]

Anv ofisiel er pennad

[kemmañ ar vammenn]

Setu kavet un digarez nevez da lakaat reuz: ne blij ket da unan bennak a fell dezhañ chom kuzh (divinout a c'haller piv e c'hall bezañ) e vefe lakaet anv ofisiel kumunioù gall e galleg er pennadoù, en anv n'ouzon ket petra, ideologiezh pe debron-revr. En un holloueziadur e kaver danvez holloueziadurel, neketa?

Goulenn a ran ma vo votet war gement-se ha tarlasko neb a garo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gen 2015 da 09:15 (UTC)[respont]