Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù

Eus Wikipedia


Rummadoù

Amañ emañ al lec'h evit lañs kendivizoù war ar rummadoù evit o wellaat

Rummadoù en unander pe el liester?[kemmañ ar vammenn]

Savet 'm eus kazi an holl rummadoù el liester peogwir ez eus un hengoun e levraouegoù Bro-C'hall evit eñ ober. Ar saoznegerien a ra gant al liester (S.o. ar wikipedia saoznek. Gwelloc'h e kav din heuliañ an hent-mañ. --Ch. Rogel 8 Gen 2006 da 22:44 (UTC)[respont]

  • Da'm soñj e c'hall bezañ an eil pe egile diouzh an dro (hervez ar gerioù eo). Dre vras memes tra eo reishoc'h ha natureloc'h implij al liester e brezhoneg peurliesañ. Evit hollekaat e reer gant al liester e brezhoneg tra ma ra ar galleg gant an unander. Da skouer e c'haller ijinañ ur rummad arbre e galleg met n'haller ket ijinañ ur rummad gwezenn e brezhoneg. Ret eo ober gant gwez. Heñveldra eo poellekoc'h ha muioc'h diouzh ijin ar yezh kaout ur rummad broioù ma vo kavet ar pennadoù a denn d'ar broioù just a-walc'h kentoc'h eget ur rummad a vije bro traken. Fulup

N'em eus displeget mat ma soñj war liester/unander. Evel ul levraoueger ez on a-du gant implij an unander evel em eus graet betek-hen. Kroget en deus Fulup kemm d'al liester ar rummadoù savet ganin , met gwelloc'h e kav din ma vo klasket asant reoù all. Simploc'h e kavan ar boas gall ha ma teu levraouegerien all e vo aesoc'h dezho hag int a zo arbennigourien war ar rummata hep mar. --Ch. Rogel 14 Gen 2006 da 17:20 (UTC)[respont]

Hegaset on pa welan muioc'h-muiañ a rummadoù savet el liester. Evel ul levraoueger, n'on ket evit mont a-enep ar reolad NF-Z 44 070 hag a zo implijet e meur a levraoueg e Bro-C'hall. Perak lakaat an dud ober ar c'hontrol pa vezont boazet ober en un doare? Ezhomm hon eus eus arbennigourien war skiantoù an Ditour. --Ch. Rogel 6 Meu 2006 da 20:07 (UTC)[respont]

  • D'am soñj e vije ret lakaat an holl rummadoù el liester (pa reont dave da traoù pe tud): kalz poellekoc'h ha brezhonekoc'h e vefe. Ret 'vefe sevel ur vot war ar gudenn-se evit ma teufe da vezan politikerezh ofisiel ar wikipedia e brezhoneg. Benoni 16 Ebr 2006 da 13:34 (UTC)[respont]

Stumm ar verb pe anv-kadarn[kemmañ ar vammenn]

Tre hervez ijin ar yezh eo ober gant an anv-verb ivez evit merkañ un ober. Lakaomp, evit treiñ ar rummad gallek jardinage e vo gwell ober gant liorzhañ (al liorzhañ) eget gant liorzherezh a bouez muioc'h war an teknik ha n'eo ket ken naturel. --Fulup 9 Gen 2006 da 14:09 (UTC)[respont]