Wikipedia:Kendivizoù reolata/Pajennoù ar gumuniezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Melestrour pe verour?[kemmañ ar vammenn]

Ne welan ket perak n'eo ket bet degemeret ma goulenn war studiañ an diforc'h etre melestrour ha merour. Roit ho ali amañ, mar plij. --Ch. Rogel 25 Gen 2006 da 21:01 (UTC)

Penaos treiñ "guerre d'édition"[kemmañ ar vammenn]

Me garfe ma ne vo ket troet "guerre d'édition" gant "brezel embannerezh" :

  1. Troet eo bet diwar ar saozneg hag edition a dalvez evit skridaozañ
  2. Embannerezh a dalvez evit lakaat un dra skrivet da vezañ etre daouarn an holl, met chom a ra ennañ ster an embann hag a zo lakaat da c'houzout, pell diouzh ur brezel war an doare da gempenn un destenn
  3. Kinnig a ran :
  • brezel skridaozañ
  • brezel skridoazerien
  • brezel ar skeiñ-diskeiñ (brezhonekoc'h a gavan)
  • brezel ar skrid-diskrid (d°). Dre fent : fest ar skrid-diskrid
  • brezel (fest) ar gempenn-digempenn