Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
|
|
Diviz 1.
An anvioù gresianek divoutin a-vremañ a vo treuzskrivet hervez an distagadur a-vremañ kentoc'h evit bezañ treuzlizherennet
- da skouer, "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.)
Diviz 2.
Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù
- da skouer, Odyseüs (Ὀδυσσεύς) kentoc'h evit *Ulises, gant adkasoù a stumm da stumm mar bez ezhomm)
Diviz 3.
Atav e vo lakaet stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel
- da skouer "Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"; "Penelope (< Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop")
Diviz 4.
Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -η > -e atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all.
- da skouer "Andromac'he" (< Ἀνδρομάχη) kentoc'h evit *"Andromac'h", estreget evit an anvioù brezhonekaet en un doare hengounel dija, da skouer el listennadoù a gaver e geriadur Roparz Hemon, implijet evel anvioù boas tud dija, d.s. "Europa").
Diviz 5.
Doujet e vo da dreuzskrivadur a-ziforc'h etre ar parioù blotaat / dre c'hwezhañ
Tennañ a ra da dreuzksrivadur ar parioù-mañ:
Φ (phi) > f ~ Π > p Χ (khi) > c'h ~ Κ > k Theta (phi) > th > t ~ Θ > th
- da skouer "Faethon" (< Φαέθων) e lec'h *"Phaeton)
- da skouer "Thanatos" ( < θάνατος) e lec'h *"Tanatos"...)
Diviz 6.
Ne vo ket implijet C, Q hag X
Doujañ da reolennoù reizhskrivadur brezhoneg a-vremañ: da lavaret eo chom hep implijout na "c" e unan, na "x", na "q". E plas "c", lakaat "k" pe "s", hervez ar son a zo e gresianeg; hag evit "x" lakaat "ks"
da skouer: Nyks ( < Νýξ) e lec'h *Nyx)
Diviz 7.
Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivañ "upsilon" > y'
- da skouer, Thetis (< Θέτις) kv. Tethys (< Τηθύς).
Diviz 8.
Implijout daoubik e brezhoneg (eü) evit an diftongenn c’hresianek εύ, (estreget "Zeus" < Ζεύς)
Diviz 9.
Treuzskrivañ an diftongenn αι > <ai>, disheñvel diouzh an diftongenn αε > <ae>
- da skouer, : Filainis (< Φιλαινίς) kv. Faethon (< Φαέθων ))