Ceann Chill Mhantáin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Wicklow Head)
Ceann Chill Mhantáin, gwelet eus an douaroù

Ceann Chill Mhantáin (Wicklow Head e saozneg[1]) zo un beg-douar e reter Iwerzhon, war aod kontelezh Cill Mhantáin.

Al lec’h reterañ eo e douar-bras Republik Iwerzhon. Met enez Reachrainn, el lark da Zulenn, zo pelloc’h c’hoazh er reter, ha ledenez Aird, e Hanternoz Iwerzhon a dap pelloc’h c’hoazh er reter.

Uhel eo Ceann Chill Mhantáin, betek 83 metr uhelder a-us ar mor. Emañ war-hed 3 km diouzh kêr Cill Mhantáin, kêr-benn ar gontelezh. War ar beg-douar ez eus daou dour-tan, unan kozh savet e 1781 hag unan nevesoc’h ha tostoc’h d’ar mor, savet e 1818[2]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]