Wayne Knight

Eus Wikipedia
Wayne Knight e 2013

Wayne Elliot Knight, ganet d'ar 7 a viz Eost 1955 zo un aktour stadunanat. Evit ar skinwel eo bet gwelet o c'hoari Newman er stirad Seinfeld (1992–1998) hag an ofiser Don Orville en 3rd Rock from the Sun (1996–2001). Brudet eo dreist-holl evit daou roll a eil renk er sinema : hini Dennis Nedry e Jurassic Park (1993) hag ar poliser John Correli en Basic Instinct (1992).