Warcraft: The Last Guardian
Neuz
Warcraft: The Last Guardian
| Rann eus | Warcraft |
|---|---|
| Titl | Warcraft: The Last Guardian |
| Diazezet war | Warcraft |
| Heuliad | Warcraft |
| Raklec'hiet gant | Warcraft: Of Blood and Honor |
| Seurt oberenn | romant |
| Tachenn | fantazi |
| Embannadur | Warcraft: The Last Guardian |
| Aozer | Jeff Grubb |
| Ti-embann | Pocket Books |
| Deiziad embann | 2002 |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Hollved faltaziek | hollved Warcraft |
| Frañchiz media | Warcraft |
Warcraft: The Last Guardian (Warcraft : Ar gward diwezhañ) zo ur romant heroic fantasy er stirad Warcraft gant Jeff Grubb bet embannet e 2001. Kontañ a ra penaos eo kroget ar c'hentañ brezel etre an Orked ha Mab-Den. An dudenn pennañ eo Medivh, mab Aegwynn, gward diwezhañ Tirisfal.
E-kerzh an istor e roer da c'houzout penaos eo bet an Orked oc'h erruout en Azeroth ha penaos Khadgar, un hudour galloudus hag a oa bet o kemer perzh en ergerzhadenn e Draenor[1], a zo tremenet eus servijour da zeskard hag eus deskard da vestr hudour.
Meur a wech en istor, dre selloù en amzer dremenet, e komprener istor ar bed luziet-se, pa oa an erevent hag Aegwynn o stourm a-enep al lejion tan ha p'o devoa distrujet Sargeras, mestr al lejion.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet Warcraft II: Beyond the Dark Portal.