Mont d’an endalc’had

Waleed Al-Husseini

Eus Wikipedia
Waleed Al-Husseini e 2017.

Waleed Al-Husseini pe Walid Husayn al-Husayni (en arabeg : وليد حساين الحسيني ), ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1989 e Qalqilya, zo ur skrivagner palestinat dizoue.

Brudet e oa deuet da vezañ e 2010 pa oa bet harzet ha toullbac'het abalamour d'ar pennadoù en doa skrivet diwar-benn an islam.

Emañ bremañ o vevañ e Bro-C'hall, en harlu. Er vro-se en deus savet ur strollad anvet "Conseil des ex-musulmans de France", diwar skouer strolladoù heñvel e Bro-Saoz pe er Stadoù Unanet, savet gant tud o deus dilezet an islam.

Skrivet en deus meur a levr, embannet e galleg, koulz ha pennadoù e-barzh ar c'hazetennoù Le Monde[1] pe Libération[2].

  • Blasphémateur ! : les prisons d'Allah, 2015, Grasset (troet e saozneg ivez)
  • Une trahison française : Les collaborationnistes de l'islam radical devoilés ("A French Treason: The Collaborators of Radical Islam Unveiled"), 2017, Éditions Ring

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. « Le Coran est un texte à repenser », 19.01.2015.
  2. Waleed Al-Husseini, Quel avenir pour la laïcité dans les pays arabes ?, Libération, 28 septembre 2015, lenn enlinenn.