Viorica Dăncilă

Eus Wikipedia
Viorica Dăncilă

Vasilica Viorica Dăncilă (ganet d'ar 16 a viz Kerzu 1963) zo ur bolitikerez eus Roumania. Bet eo e penn ar Strollad Sokialdemokrat ha kentañ ministr ar vro etre an 29 a viz Genver 2018 hag ar 4 a viz Du 2019. Ar vaouez kentañ eo bet er garg-se en istor Roumania. Etre 2009 ha 2018 e oa kannadez e Parlamant Europa.

Aet e oa Viorica Dăncilă e-barzh ar Strollad Sokialdemokrat rouman e 1996. A-hed ar bloavezhioù eo pignet er strollad-se. A-benn 2009 e oa dilennet e meur a guzul pa voe dilennet da gannadez europat.

A-raok mont war an dachenn bolitikel e oa bet kelennerez en ur skol uhel ijinouriezh, hag ijinourez e Petrom SA.