Violante Beatrix Bavaria

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Violante Beatrix von Bayern

Violante Beatrix von Bayern (1673 – 1731) a oa ur briñsez alaman, Dugez Bavaria, Priñsez veur Toskana dre zimeziñ, ha Gouarnerez kêr Siena adal 1717 betek he marv.

Merc'h e oa da Ferdinand Maria (1636–1679), priñs-dilenner Bavaria, ha da Henriette Adélaïde Savoia. C'hoar e oa da zaofinez Bro-C'hall.

En 1689, e timezas da Ferdinando de' Medici, a oa da ren e Toskana war-lerc'h e dad. Bugel ebet n'o doe. Karouta rae he fried, eñ avat a gave anezhi divalav-mezh ha sot. Bambocher e oa Ferdinando ivez. Tapout a reas an naplez e karnaval Venezia en 1696. Se eo a vije kaoz d'e follentez ha d'e varv en 1713, a-raok dezhañ gallout bezañ anvet da zug-meur Toskana.

Mignoniezh avat a gave gant he breur-kaer, Gian Gastone de' Medici, a renas e-lec'h he fried.



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.