Mont d’an endalc’had

Vindicianus

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Vindicianus Arras)

Vindicianus (Vindicien e pikardeg ha galleg) (war-dro 632 – 712) a oa ur penedour frank e-kichen Arras e dibenn ar VIIvet kantved. Lidet e vez d'an 11 a viz Meurzh. Diskibl e vije bet da Sant Eligius, pe Sant Eler.

Kontet eo da vezañ ganet e Bullecourt, e-tal Bapaume, met n'eus dihell kempred ebet a gement-se.

Anvet e voe da eskob war-lerc'h Aubert Cambrai, war-dro 668, hag enebiñ a reas ouzh ar roue Teodorig III en devoa roet urzh da lazhañ sant Léger en 678.

En 691 e santelaas abati Saint Pierre de Hasnon a oa bet savet en 670 gant Jean hag Eulalie, daou vugel kont Ostrevant. En 695 e varvas e-kerzh ur veaj e Brosella.


N'ouzer ket hiroc'h goude 686. Beziet e voe e Mont-St-Eloi. En IXvet kantvet e teuas an Normaned da breizhata, ha meur a wech e voe en arvar relegoù ar sant, betek 1030 pa voe roet urzh gant an eskob Gerard Iañ Cambrai da gas e gorf da g-Cambrai. Goude bet e Douai hag Arras, e voent kaset da Mont-St-Eloi en 1453. Goude kas-degas anezho meur a wech, e 1598 ha 1601, e voe lakaet ar relegoù en iliz-veur Arras. War e lerc'h, war-dro 695, e voe eskobet Abelbert (a vez kemmesket e anv a-wechoù gant hini Emebert, breur d'ar Sentezezed Gudula ha Reinelda.