Mont d’an endalc’had

Villa Medicea di Cerreto Guidi

Eus Wikipedia
Giuseppe Zocchi, La Real Villa di Cerreto (1744)
Cerreto Guidi, lagadenn er Villa di Artimino

Ar Villa Medicea di Cerreto Guidi (1555 - 1738) zo ur c'hastell, pe gentoc'h ur villa medicea, savet gant an tiegezh Medici e-kreiz Cerreto Guidi, e proviñs Firenze, .

E Gouhere 1576 eo amañ e voe lazhet Isabella de' Medici, krouget gant he fried Paolo Giordano Iañ Orsini dre ma oa bet avoultrez. En amzer-se e oa an ti da Giovanni de' Medici, breur da Isabella, ha pa varvas-eñ e 1621 e laoskas e vadoù gant e niz Lorenzo de' Medici.
Goude marv Lorenzo, ha n'en doa mab ebet, e tegouezhas ar villa gant e vreur, an dug-meur Cosimo II de' Medici, ha hennezh a roas an ti d'e vab, ar c'hardinal Leopoldo de' Medici, e 1671.


Abaoe 2002 eo ur mirdi, ar Museo storico della caccia e del territorio, mirdi ar chase.