Victoria Alexandra, priñsez ar Rouantelezh-Unanet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Victoria Alexandra, priñsez ar Rouantelezh-Unanet

Victoria Alexandra, priñsez eus ar Rouantelezh-Unanet, a oa ur verc'h d'ar roue saoz Edouarzh VII ha d'e bried Alexandra Danmark.

Meur a briñs a deuas da c'houlenn he dorn, ha dreist-holl Carlos Iañ Portugal, met ne zimezas ket ha bugel ebet n'he doe. He mamm Alexandra, hervez doare, a viras outi a zimeziñ. Gant he mamm e chomas,betek he marv e 1925.

Neuze ez eas Victoria da chom war ar maez, e Coppins, Iver, e Buckinghamshire.

Mervel a reas e Kerzu 1935. He breur roue George V, glac'haret bras, a varvas miz goude.