Mont d’an endalc’had

Victoria (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Victoria
Single gant The Kinks
tennet eus an albom Arthur (Or the Decline and Fall of the British Empire)
Tu B Banniel ar Rouantelezh Unanet Mr. Churchill Says
Banniel ar Stadoù-Unanet Brainwashed
Embannadur Banniel ar Rouantelezh Unanet 12 a viz Kerzu 1969
Banniel ar Stadoù-Unanet 15 a viz Here 1969
Enrolladur Mae-Mezheven 1969
studioioù Pye (Londrez)
Pad 3:40
Rumm(où) rock
Furmad vinil 45 tro
Saver pozioù Ray Davies
Produer Ray Davies
Label Banniel ar Rouantelezh Unanet Pye 7N 17865
Banniel ar Stadoù-Unanet Reprise 0863
Single-où The Kinks
Shangri-La
(1969)
Lola
(1970)
Roudennoù Arthur (Or the Decline and Fall of the British Empire)
Yes Sir, No Sir

"Victoria" a zo ur ganaouenn bet savet gant Ray Davies hag eñ soner ha kaner er strollad The Kinks. Kanaouenn gentañ ar bladenn Arthur (Or the Decline and Fall of the British Empire) (1969) eo.

Er ganaouenn ec'h implijas Ray Davies an ton goapaüs en doa implijet e tonioù all evel Dedicated Follower of Fashion (1966), hag ivez ur meskaj etre ar c'hoantoù tadelour a veze en Impalaeriezh vreizhveuriat da vare ar rouanez Victoria, "Land of my Victoria/Land of hope and gloria", gant gwirvoud ar vuhez pemdez er Rouantelezh-Unanet en XIXvet kantved, "Sex was bad and obscene/And the rich were so mean", and expresses the simple adulation of the queen and country by the working class, "Though I am poor, I am free/When I grow I shall fight/For this land I shall die".

An ton a grog gant ur riff sonerezh blues, ha war gresk ez a gant binvioù kouevr ha kerdin pa grog an troc'h ("Land of hope and gloria"). Kanet eo an diskan gant Dave Davies, hag an efed psikedelek a glever a voe savet dre implijout un drone indian, a laka da soñjal er ganaouenn "See My Friends" savet gant The Kinks e 1965. Efedoù heñvel a voe implijet ivez gant The Byrds ha The Beatles.

Gant stumm single "Victoria" e tizhas The Kinks an top 40 er Rouantelezh-Unanet ha hini Kanada, ha top 10 Sveden.

Victoria sonet en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonet e voe Victoria en-dro gant The Fall (Top 40 ar Rouantelezh-Unanet e 1988). E miz C'hwevrer 2009 e teuas er-maez ar bladenn Heroes (da sikour ar gevredigezh War Child), ma kaver Victoria sonet gant The Kooks. An albom-se a zeuas ivez er-maez dindan stumm ur c'houfrig pladennoù 7", ennañ ur bladenn gant an ton sonet gant The Kooks (tu A) hag an ton orin gant The Kinks (tu B)[1],[2]. Sonet eo bet Victoria gant meur a strollad all, evel Cracker, Nomeansno ha Sonic Youth.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]