Varan Komodo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Varan Komodo
Komodo dragon Varanus komodoensis Ragunan Zoo 2.JPG
Status iucn3.1 VU.svg
Chalus (VU)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Reptilia
Urzhiad : Squamata
Kerentiad : Varanidae
Genad : Varanus
Anv skiantel
Varanus komodoensis
Ouwens, 1912
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Varan Komodo, pe aerouant Komodo, pe euzhvil Komodo, (Varanus komodoensis) zo ur stlejvil a vev e koadeier ar savanennoù trovanel en Indonezia (inizi Komodo, Flores, Rinca ha Padar).

Doareoù pennañ[kemmañ]

Glazard brasañ ar bed eo varan Komodo, gant ouzhpenn 160 kg a bouez ennañ ha 3 metr a hirder. Ar re yaouank zo glas-gwer gant roudennoù melen ha du. Ar re deuet d'o oad zo gell pe ruz-gris. Goloet eo e gorf gant skant ; kreñv eo e izili ha kigennek e lost. Toulloù-skouarn zo en e benn. N'eus diforc'h anat ebet etre ar par hag ar barez.

Ober a ra gant e deod evit c'hwesha.

Emzalc'h[kemmañ]

Ar re yaouank a vev er gwez, er rannvroioù koadek, betek an oad a 8 miz, kuit da vezañ preizhet gant ar varaned koshoc'h. Ar re-se, diouzh an noz pe pa vez tomm an amzer, a ya da ziskuizhañ en un douarenn kleuziet gante. Gouest eo ar par da ouennañ adalek an oad a 10 vloaz hag ar barez adalek 9 bloaz.

En em gannañ a ra ar pared evit gallout parañ gant ur barez. Honnezh, pa vez o c'houlenn par, a eztaol ur c'hwezh ispisial en he c'haoc'h hag a vez klevet gant ar pared. Pa en deus kavet e barez e frot ar par e c'hroñj ouzh he fenn, skrabat he c'hein ha lipat he c'horf. M'emañ a-du ar barez e lip ar par d'he zro. Ar par a dap krog enni neuze gant e skilfoù, sevel he lost gant e hini ha parañ. Goude ar parañ a c'hell ar par chom un nebeud devezhioù gant ar barez evit diwall ne zeufe ket pared all d'ober war he zro.

Ar gouennañ a c'hoarvez e miz Gouere ha miz Eost. Ur miz goude e vez dozvet 30 vi gant ar barez en un neizh ha goloet anezhe gant douar ha delioù. Chom a ra da c'horiñ anezhe. An digloriñ a c'hoarvez 8 miz goude. Ar varaned nevez-ganet zo war-dro 40 cm hir ha riskloù bras 'zo e vefent preizhet gant ur varan pe gant loened all. Rak-se e klaskont repu en ur wezenn kerkent ha gouest d'hen ober. Ar re a zeu a-benn da dreuzvevañ a c'hell bevañ 50 vloaz.

Varan Komodo a zebr gagnoù dreist-holl met chaseal a c'hell ober ivez : chom a ra war api a-raok kas e breizh (givri, moc'h, karveged, moc'h-gouez, kezeg, bualed, varaned all...) gant ur redadenn brim, frikañ anezhañ ouzh an douar ha diregiñ anezhañ gant e skilfoù hag e zent. Ma teu a-benn e breizh da dec'hel kuit goude bezañ dantet ec'h a varan Komodo d'e heul betek ma varfe, pe diwar ar c'holl gwad pe diwar ar c'hontammadur (bakteri marvus zo e halv ar varan). Ar re yaouank en em vag diwar mirc'hi-raden, c'hwiled, jekoed, vioù, evned ha bronneged bihan.

E degouezhioù ral ez eus bet taget ha lazhet tud gant varaned.


Tiriad varan Komodo (gwer : a-vremañ ; ruz : istorel)