Mont d’an endalc’had

Valentina Terechkova

Eus Wikipedia
Valentina Terechkova e 2017
Valentina Tereshkova ha Neil Armstrong e 1970

Valentina Vladimirovna Terechkova (rusianeg : Валенти́на Влади́мировна Терешко́ва), ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1937, zo bet un egoraerez soviedat. Ar vaouez kentañ ha yaouankañ eo bet o veajiñ en egor, ha betek bremañ (2023), ar vaouez nemeti bet o veajiñ hec'h-unan en un egorlestr. E-bourzh Vostok 6 e loc'has d'ar 16 a viz Mezheven 1963 hag e kelc'htroas e-pad tri devezh tro-dro d'an Douar. Ret e voe gortoz 19 vloaz evit gwelet ur vaouez all oc'h egorverdeiñ war he lerc'h, ar Rusianez all Svetlana Savitskaya (bet ganet e 1948) hag a veajas e bourzh Soyouz T-7 e miz Eost 1982.

Obererezhioù hollek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 e oa bet dilennet Valentina Terechkova evel kannadez e Douma ar Stad rusian evit ar strollad Rusia Unanet e pastell Yaroslavl. Tereshkova, hag Elena Mizulina, Irina Yarova ha Andrei Skoch, zo un tamm eus ar strollad dilennet ar c'hreiz, mennet da zifenn talvoudegezhioù kristen. Dre-se e skoras an daskemmañ bonreizh Rusia, dre ouzhpennañ ar mellad "iliz Ortodoks ar Reter eo diazez ar strolladoù gouennel e Rusia hag arouezennoù sevenadurel". E 2011 ivez e voe anvat da veskadoriadez bodadeg an Douma-Stad a-zivout ar framm kevreadel hag an emrenerezh lec'hel.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.