Mont d’an endalc’had

Unarouezer Brunswick

Eus Wikipedia
Aberzh Yitzhak. Eoullivadur war goad, 40 × 32 cm, Mirdi al Louvre

Unarouezer Brunswick a oa ul livour izelvroat dianv a labouras en eil lodenn ar 16vet kantved. Ouzhpenn livañ senennoù relijiel e livas senennoù fouzh-lec'hioù ha tavarnioù. Lakaet eo bet da "ziaraoger pennañ Pieter Brueghel gozh"[1].

An unarouez implijet da envel an arzour a weler en un oberenn nemetken : Parabolenn ar goan veura zo war ziskouez e Mirdi Herzog Anton Ulrich e Brunswick. Ennañ e weler all izherennoù J, V, A, M, S and L,[2]. Ne ouezer ket ez resis piv e oa. Roet eo bet e livadurioù da veur a zen, en o zouez Jan Sanders van Hemessen, Mayken Verhulst[2] ha Jan van Amstel[3],[4].

Termajied en ur fouzh-lec'h (bloavezhioù 1550). Eoullivadur war goad, 45.5 cm × 60.7 cm. National Gallery, Londrez

Ul lodenn ues e oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En ur fouzh-lec'h (New Haven, Yale University Art Gallery)[5]
  • Sach-blev en ur fouzh-lec'h [1]
  • Sant Yann Vadezour o prezeg en dezerzh [2]
  • Ecce Homo (Amsterdam, Rijksmuseum) [3]
  • Boueta ar re baour or Boueta pemp mil den pe Parabolnn ar goan vras (Herzog Anton Ulrich-Mus.) [4][2]
  • Termajied en ur fouzh-lec'h (Londrez, National Gallery) [5]
  • En un davarn (Berlin, Staatliche Museen Preussischer Kulturbesitz) [6]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Braunschweiger Monogrammist, Bordellszene, Städel Museum, Frankfurt am Main
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Elise L. Smith. "Brunswick Monogrammist" Grove Art Online. Oxford University Press, 12/4/07, https://web.archive.org/web/20080821130425/http://www.groveart.com./
  3. Collection: Dr. Herbert & Monika Schaefer: Selected Works. New Haven: Mountain View Press. 1998. 32.
  4. Bloch, Vitale. "A Luteplayer by Jan van Hemessen" The Burlington Magazine, Vol. 98, No. 645. (Dec., 1956), pp. 445-447.
  5. Collection: Dr. Herbert & Monika Schaefer: Selected Works. New Haven: Mountain View Press. 1998.