Umar
Umar ibn al-Khattâb[1] pe Umar Iañ a voe ur mignon tost da Mohammed. Etre 586 ha 590 e voe ganet e Mekka. Ezel e oa eus klan Banu Ad eus meuriad Quraych. Kalif e teuas da vezañ pa gemeras plas Abu Bakr e 634 hag e penn oumma e voe e-pad 10 vloaz[2]. E Medina e varvas d'an 3 pe d'ar 7 a viz Du 644[3], [4]. Drouklazhet e voe gant ur prizoniad pers. Un nebeud devezhioù goude ez eo Othmân ibn Affân a gemeras e blas, daoust ma ne voe ket anvet gant kuzul ar re tost da Mohammed. Ar Sunnited a ra rashidun anezhañ ha Al-Fâroûq eo lesanevt ganto[5]. Er c'hontrol e kav d'ar chiited e voe e zilenn evel un taol-stad da stankañ an hent da Ali ibn Abi Talib[6]. Soñjal a ra dezho ivez e voe pennkaoz da varv Fatima e 632, ha hi unan eus merc'hed Mohammed ha gwreg Ali[7]. Koulskoude ne sav ket a-du an holl Chiited gant ar perzh en dije bet e marv Fatima. Lavarout a ra lenneien chiit zo evel Ahmed al-Katib hag an ayatoullah Fadloullah ne gaver roud ebet eus an afer etrezañ ha Fatima et mammennoù diazez chiit evel Kitab al-Kafi[8].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ anv gwir Abū ḥafṣ `omar ibn al-ḫaṭāb ibn nufayl al-qurašī al-'adawī
arabeg : أبو حفص عمر بن الخطاب بن نفيل القرشي العدوي - ↑ Ahmed, Nazeer, Islam in Global History: From the Death of Prophet Muhammad to the First World War, American Institute of Islamic History and Cul, 2001, p. 34. (ISBN 0-7388-5963-X).
- ↑ Al Faroûq, Omar, Muhammad Husayn Haykal. chapitre Mort d'Omar
- ↑ Ibn Kathir dans al-Bidayah wa al-Nihayah, part 7.
- ↑ En arabeg : al-Fārūq (ar) an hini reizh, Encyclopaedia of Islam by Mufti M. Mukarram Ahmed, 2005, p. 42
- ↑ Sayed Ali Asgher Razwy, A Critique of Saqifa, Restatement of History of Islam and Muslims World Federation of KSI Muslim Communities, United Kingdom, (ISBN 0-95-09879-1-3)
- ↑ Abu Muhammad Ordoni, Fatima The Gracious, Ansariyan Publications Qum, The Islamic Republic of Iran,
- ↑ .Hervez Chiited zo ez eo bet ijinet an istorioù ma klever kaoz eus Kitab al-Kafi, evel ar re bet roet da Soulaym ibn Qays dre fazi.