Ulf Kristersson

Eus Wikipedia
Ulf Kristersson, e 2018

Ulf Hjalmar Kristersson (ganet d'an 29 a viz Kerzu 1963 e Lund) eo kentañ ministr Sveden abaoe an 18 a viz Here 2022. E 2017 e oa aet e penn ar strollad mirour Moderaterna.

Goude dilennadeg kannaded diskar-amzer 2022 eo deuet da vezañ kentañ ministr, war-lerc'h Magdalena Andersson.

Emañ Ulf Kristersson e penn ur gouarnamant eus an tu-dehoù, savet diwar emglev etre ar strolladoù Moderaterna, Kristdemokraterna ha Liberalerna, gant skoazell ar gostezenn eus an tu-dehoù pellañ Sverigedemokraterna.