Ucape

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ucape, Union pour la culture et l'avenir professionnel en Europe pe Union to promote culture and professional advancement in Europe e saozneg zo un aozadur digorvo europat krouet e 1993 hag anzavet ent ofisiel d'ar 27 a viz Gwengolo 1996 [1] Ma kaver meur a vro eus Europa (Hungaria, Alamagn) en aozadur ez eo dreist-holl skolajoù ha liseoù eus Bro-C'hall a gaver e-barzh. Bez ez eus ivez ul lise gallek eus India a zo ezel eus an Ucape.

Pal an aozadur digorvo a zo lies: brudañ an Unvaniezh europat, lakaat da dremen an DEC (Diplom ar barregezhioù europat) [2], gwellaat live saozneg bugale Europa.

Ar BUS[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar BUS (Bulletin Ucape Scolaires) zo ur gazetenn en ur stumm niverel a vez savet gant an aozadur evel lec'h eskemm ha brudañ an oberiantizoù.

DEC[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An DEC pe Diplom ar narregezhioù europat zo un diplom a vez tapet gant ar vugale e fin an hentenniad war daou vloavezh. Tri skourr zo da vestroniañ a-raok fin an hentenn lesanvet U.C.C.(Unités de Compétence capitalisables). [3]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]