Mont d’an endalc’had

Tybïe

Eus Wikipedia

Tybïe zo ur santez kembreat eus ar Vvet kantved. Hervez ar vojenn e oa merc'h d'ar roue Brychan, roue Brycheiniog, a oa niverus-bras e vugale. Ganti e vije bet savet iliz Llandybïe, e Sir Gaerfyrddin.

Hervez ar vojenn e oa lez Brychan un deiz e Dyffryn Tywi. Mont a reas e verc'h Tybïe hag he c'hoar Lluan (pe 'Lleian') ha krennardezed all da Gelli-forynion, etre ar Mynydd Du hag ar Mynydd Mawr, da vevañ en ur gell. Ganto e voe kroget da skignañ ar gristeniezh er c'hornad-se eus Kembre. Ur gell all he devoa e Cae'r Groes.