Turgut Özal

Eus Wikipedia
Turgut Özal (1989)

Turgut Özal (13 a viz Here 1927 e Malatya - 17 a viz Ebrel 1993 en Ankara) a voe kentañ ministr ha prezidant Turkia. E-pad e respet kentañ ministr (1983-1989), ha gant ar gostezenn savet gantañ, Anavatan Partisi, e oa bet modernaet ekonomiezh ar vro ha gwellaet an darempred gant broioù ar Gornaoueg. Etre 1989 ha 1993 e oa prezidant ar Republik. Mervel a reas trumm a-raok dibenn e respet. E 2012 e voe dizouaret e gorf ha diskouezet e voe e oa bet ampoezonet, hep ma ouifed muioc'h.