Tudno

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tuno)

Tudno zo ur sant brezhon.

E anv en deus roet da Llandudno, en hanternoz Kembre, ha marteze da Bludunoù e Breizh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn e oa unan eus seizh mab Seithenyn, porzhier lez Gwyddno Garanhir. Mont a reas e vibien da venec'h da vBangor Is-Coed. Skoliet e voe Tudno gant sant Dunawd. Ac'haleno ez eas da Ben y Gogarth ma savas un iliz anvet Eglwys Tudno.

Lec'hioù all zo en e anv: 'Ffynnon Tudno'.

Listri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou lestr zo bet anvet war e lerc'h, USS Tudno ha St Tudno. St Tudno e oa al lestr-treizh e deroù ar bloavezhioù 1960 etre Llandudno hag Enez-Vanav.