Tunak Tunak Tun

Eus Wikipedia
Daler Mehndi war al leurenn e 2015.

Tunak Tunak Tun (Punjabi: ਤੁਣਕ ਤੁਣਕ ਤੁਣ) berraet gant ar stumm Tunak, zo ur ganaouenn bhangra/pop ha karantez savet ha kanet gant an arzour indian Daler Mehndi hag embanent e 1998. En amzer-se e oa bet rebechet kreñv d'an arzour bezañ brudet er bobl dre ma oa merc'hed hanter noazh o tañsal en e c'hlipoù. Mehndi en devoa respontet gant fent dre ar ganaouenn-se gant ur c'hlip lec'h ma ne vez nemetañ o vezañ taolennet. Oc'h implij dilhad lufrus, gant un dañs

Ar filmig sonerezh a voe an hini kentañ eus India oc'h implij teknologiezh ar skramm gwer. Dre an efed ispisial-se e oa bet tu d'ar c'haner implij e skeudenn ouzhpennet war foñsoù poltriji lec'hioù brudet evel un dezerzh, menezioù.

Ar ganaouenn kement hag ar video klip a reas berzh bras en India ha dre ar bed. Alies eo bet adkemeret gant fent war an internet.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]