Tudennoù Warcraft

Eus Wikipedia

Tudennoù pennañ pe arreadek ar bed moliac'h Warcraft a vez listennet dindan. An heuliad a grog gant ar c'hoari video Warcraft: Orcs & Humans embannet gant Blizzard Entertainment's e 1994 , ha kendalc'het gant Warcraft II: Tides of Darkness, Beyond the Dark Portal, Warcraft III: Reign of Chaos, The Frozen Throne, World of Warcraft, The Burning Crusade, Wrath of the Lich King, Cataclysm, Mists of Pandaria ha Warlords of Draenor. Bed Warcraft a zo bet brasaet goude-se gant un heuliad romantoù, bandennoù-treset, filmoù ha labourioù all.

A[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anduin Lothar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sir Anduin Lothar (Travis Fimmel er film Warcraft) lesanvet Leon Azeroth, a oa an diskennad gwirion diwezhañ d'ar familh a-wad Arathi, ur marc'heg maout eus rouantelezh Azeroth (a zeuio da vezañ rouantelezh Stormwind) e-pad ar c'hentañ brezel.

D[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Durotan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Durotan a zo un Ork kadour. Bez eo ez penn ar c'hlan bleizi frim ha tad Thrall. Bet e oa bet kamalad pennañ Orgrim Doomhammer. Durotan a vez adkavet er film Warcraft gant Duncan Jones.

E[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elune[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elune a zo doueez al loar azeulet gant ar bobl Kaldorei (elfed an noz). Ar re-se a grede he gouske an devezh pad e foñs ur puzh loar. Tyrande Murmevent a oa belegez brudetañ Elune hag aida Malfurion Hurlorage hag Illidan Hurlorage da gavout Cenarius a-benn sikour o bobl da drec'hiñ Sargeras.


G[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gul'dan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet gant Chris Metzen, gwelet e voe evit ar wec'h kentañ e 1995 er c'hoari Warcraft II: Tides of Darkness. Er c'hoari-se ez eo ur sorser Ork stummet gant an euzhvim Kil'jaeden hag o klask adkavout bez Sargeras a rofe an tu dezhañ da c'hounid un nerzh hep e barr. Kemer a ra perzh e aloubadeg Lordaeron e-pad an Eil brezel skoazh-ha-skoazh gant ar penn Ork Orgrim Doomhammer met a-benn ar fin e zegaso an trec'h warnañ pa guitao al lu leizh e-pad sez Dalaran evit mont da glask bez. Gul'dan a varvo en ur glask mont er bez.

Marvet e oa e-pad istor Warcraft II: Tides of Darkness, met an anv Gul'dan a vez klevet en-dro e istor Warcraft III: Reign of Chaos, restachoù an dudenn a zo bet implijet a-benn sevel un artefakt hud kreñv anvet klopenn Gul'dan.

Pignidigezh ur penn euzhvil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A orin eus Draenor, Gul'dan a oa unan eus ar pennoù kreñvañ Ork (eus klan ar Stormreaver), bet e oa bet deskard ar chaman Ner'zhul.

I[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Illidan Stormrage[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Illidan a zo bet taolennet evit ar wech kentañ e Warcraft III ur chaseour euzhvil eus ar ouenn elf an noz eo toullbac'het abaoe brezel an henañ evit bezañ bet suj d'an euzhvil Sargeras. Goude bezañ bet dieubet gant Tyrande, o c'houlenn sikour dezhañ a-benn talañ ouzh al lejion tan .Chom a raio suj d'an euzhviled o stourm a-enep ar roue Liche goude bezañ kevredet gant an Nagas hag an elfed gwad. Goude bezañ bet trec'het, kuitaat a raio an duaroù war-zu an douaroù pell. Adkavaet e vezo en ouzhpennadur The Burning Crusade da World of Warcraft.

Kadour den ha kadour elf gwad

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]