Tu vuò fà l'americano

Eus Wikipedia

Tu vuò fà l'americano ("Te 'fell dit c'hoari da Amerikan") zo ur ganaouenn napolitanek savet e 1956 gant Renato Carosone evit an ton ha Nicola Salerno evit ar son. Mesket eo sonerezh swing ha jazz d'ober ur boogie woogie.

An doare orin gant Carosone a glever er film Totò, Peppino e le fanatiche gant Mario Mattoli (1958), hag adarre e La baia di Napoli gant Melville Shavelson, ma weler Sophia Loren o tañsal dirak Clark Gable.