Tu darvoudel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu darvoudel (saoz.: "circumstantial voice") evit komz eus un tu yezhadurel implijet gant ar malagasieg da skouer, pa vez treuzfurmet ar frammadur kevreadurel diazez ur frazenn, o tont da vezañ arguzenn amskouer ur verb rener yezhadurel ar frazenn, ha neuze e c'hell dont ar rener diazez rannfrazenn (adstagennek) (arguzenn amskouer) diret ar frazenn adframmet en tu darvoudel.
Meur a zoare tu darvoudel ez eus, pephini anezhe o tennañ d'un arguzenn amskouer resis. E-touez an tuioù darvoudel a gaver alies-tre e-touez yezhoù ar bed emañ an tu-gouzañv, ma vez lakaet da rener (pe graer yezhadurel) ar frazenn adfurmet gouzañver ar verb.
Heñvel eo an tu-darvoudel ouzh an tu-seveniñ (saoz.: "applicative voice") pa deu da vezañ renadenn eeun ur frazenn un arguzenn amskouer. Disheñvel eo an eil diouzh an egile avat rak kresket e c'hell bezañ fiz ur verb amtranzitivel dre ouzhpennañ ur renadenn eeun, keit ha ma n'hall ket an tu darvoudel kreskiñ fiz ur verb.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trask, R. L. (1993). A Dictionary of Grammatical Terms in Linguistics. Routledge. ISBN 0-415-08628-0.