Trollhättan
Trollhättan (distaget [trɔlhɛtan] e svedeg) zo ur gêr eus kornôg Sveden, e proviñs kozh Västergötland hag e kontelezh Västra Götaland. Emañ war-hed 75 km en norzh da Göteborg ha pennlec’h kumun Trollhättan eo. E 2010 e oa 46 457 a dud o chom e kêr Trollhättan.
Savet eo bet war lez ar stêr Göta älv, e-kichen Lammoù-dour Trollhättan. E-pad pell e voe al lammoù-dour-se ur skoilh evit ar bagoù a yae gant ar stêr. Ur ganol gant skluzioù a voe savet en XIXvet kantved ha meur a wech abaoe eo bet kempennet ha nevesaet.
Implijet eo bet nerzh dour ar stêr avat hag e Trollhättan eo bet diorroet an dourdredan da gentañ e Sveden. Eno e voe savet ar gompagnunezh energiezh Vattenfall ("lamm-dour") a brodu hag a zasparzh tredan e Sveden. Evel-se ez eus bet gallet sevel labouradegoù e kêr, evel re an embregerezh kirri Saab.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec’hienn kêr Trollhättan (sv) (en) (fi)
- Trollhättan Vänersborg (sv) (en) (de) (fr) (es)